Gwinieg traoñienn ar Ron

gwinieg c'hall

Gwinieg traoñienn ar Ron zo ur winieg c'hall en daou du d'ar Ron, eus Vienne en norzh betek Avinhon er su, war 1317 kumun en holl[1].

Gwinieg Traoñienn ar Ron.

Eil gwinieg Bro-C'hall eo[2],[3] evit ampled produadur gwinoù anvadur orin kontrollet, war-lerc'h gwiniegi Bourdel.

En em ledañ a ra war 6 departamant : Rhône, Loire, Ardecha ha Gard, war ribl dehoù ar Ron, Droma ha Vauclusa war ar ribl kleiz. E rannvroioù Auvergne-Rhône-Alpes, Okitania ha Provence-Alpes-Côte d'Azur emañ an departamantoù-se.

A Norzh da Su eo rannet ar winieg e daou hollad anvadurioù :

  • traoñienn ar Ron an hanternoz, eus Vienne betek Livron-sur-Drôme (anvadurioù Côte-rôtie, Condrieu, Saint-joseph, Crozes-hermitage, etc.) ,
  • traoñienn ar Ron ar c'hreisteiz, eus Montélimar da Avinhon (anvadurioù Grignan-les-adhémar, Châteauneuf-du-pape, Gigondas, Beaumes-de-venise, Muscat de Beaumes-de-Venise, Vacqueyras, etc.).

Ouzhpenn-se ez eus traoñiennoù adstêrioù ar Ron : hini an Droma hag a ra broig an Diois (anvadurioù Clairette de Die, Crémant de Die, Coteaux-de-die ha Châtillon-en-diois), goude an hini etre ar Ventor ha ribl dehoù ar c'hCalavon (anvadur Ventoux), an hini etre ribl kleiz ar c'hCalavon ha ribl dehoù an Durença-izel, enni torosad al Leberon (anvadur Luberon), hag ul lodenn eus Gard (anvadurioù Costières-de-Nîmes ha Clairette de Bellegarde).

Notennoù ha daveoù

kemmañ