Hôtel des Menus-Plaisirs
Hôtel des Menus Plaisirs zo ur savadur lec'hiet 22 Bali Pariz e Versailhez (Yvelines).
Brudet eo bet evit bezañ bet ar savadur o tegemer Emvod Stadoù-Meur 1789, an hini diwezhañ a voe bodet e-pad ar Renad Kozh.
Ar savadur a oa bet lakaet war listenn ar savadurioù istorel d'an 21 a viz Mae 1927. Talbennoù ar savadur a voe lakaet da dalvezout evel monumant istorel d'ar 16 a viz Gwengolo 1929.
An ostel a oa bet savet gant Loeiz XV tro-dro 1745, evit bezañ ur mirva hag ur stal-labour evit ar c'hinklaj evit ar c'hoarioù aozet gant ar roue evit e lez, ar pezh a oa lesanvet « Menus-Plaisirs ».
Eno e voe miret neuze rikoù sport (dreist-holl re ar c'hoari paume), kinkladurioù c'hoariva, binviji sonerezh…). Kavet e veze eno ivez stalioù labour evit ar maketennoù, treuzwiskoù, pentur ha delwennoù. E 1759, ar savadur a voe implijet ivez evel kambr-studi fizik gant an abad Jean Antoine Nollet evit deskadurezh bugale an aozadur enfants de France, en o zouez e oa Loeiz XVI.