Ha-Yom (היום, "An Deiz", "Hiziv", en hebraeg) a oa ur gazetenn hebraek embannet e Rusia, e Sant-Petersbourg, adalek 1886 ha betek 1888.[1] Ar gazetenn bemdeziek kentañ en hebraeg e voe.[1] Savet e oa bet gant Jehuda Löb Kantor, ur c’hazetenner yuzev eus Rusia.[2] Dont a reas an niverenn gentañ er-maez d’an 31 a viz Genver 1886 (12 a viz C’hwevrer en hon deiziadur) hag an niverenn diwezhañ d’an 29 a viz C’hwevrer (12 a viz Meurzh) 1888.[3] Pa oa bet savet e veze skignet war-dro 2 400 skouerenn bemdez. E 1887 e oa diskennet an niver a goumananterien da1 600 pe war-dro.[4]

Fellout a rae da Ha-Yom bezañ ur gazetenn evit an holl, dreist an dispartioù a oa etre ar Yuzevien e Rusia, ha fellout a rae dezhi ivez rein keleier eus ar pezh a c’hoarveze er bed a-bezh ha n’eo ket er gumuniezh yuzev hepken. Ur gazetenn vodern e oa Ha-Yom, e stumm kazetennoù Europa, ha degas a rae ur sell a oa dianav betek neuze e bed ar c’helaouennoù hebraek. Ar gazetenn hebraek kentañ e oa hag en em ziazeze war keleier kaset dezhi gant ajañsoù kelaouiñ. Ouzhpenn-se e oa un toullad kenskriverien ganti e broioù all eus Europa hag e Stadoù Unanet Amerika[5].

Kement a verzh a reas Ha-Yom ken ma teuas div gazetenn hebraek all, Ha-Meliz ha Ha-Tsefirah, hag a zeue er-maez bep sizhun, da vezañ kazetennoù pemdeziek int ivez[6] Diwar neuze e voe kevezerezh etre Ha-Meliz ha Ha-Yom. A-raok krouidigezh Ha-Yom e oa ar braz eus Yuzevien Rusia o lenn Ha-Meliz.[7]. Er penn kentañ e voe lennet Ha-Yom gant kalz eus an dud a oa a-du gant al luskad Karourien Sion. Met gouest e voe Ha-Meliz da adc’hounit ul lodenn vat eus an dud-se. Evel-se e voe kollet lennerien gant Ha-Yom.[4]

Evit derc’hel e stal e krouas Kantor, e 1877, ur stagadenn lennegel da Ha-Yom, Ben-Ami hec’h anv ("Mab ma fobl"), hag a zeue er-maez bep miz. Met ne voe embannet nemet peder niverenn anezhi etre miz Genver ha miz Mae 1877.[3]

Diaesterioù arc’hant ar gazetenn a gasas anezhi d’an traoñ. Ur plas a bouez he doe Ha-Yom en istor ar c’hazetennoù hebraek, memes tra, dre ma voe ar pemdezieg kentañ er yezh-se, ha dre ma voe ar gazetenn gentañ a glaskas ober anv, en ur yezh resis ha modern, eus traoù ar bed a vremañ.[3]

Gwelet ivez

kemmañ
  • Doar Ha-Yom, ur gazetenn hebraek embannet e Palestina (1919-1936)
  • Israel HaYom, ur gazetenn digoust en Israel bremañ

Notennoù

kemmañ