Haarlemmerliede en Spaarnwoude
Haarlemmerliede en Spaarnwoude a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. E miz Genver 2007 e oa 5 441 annezad enni, ha 21, 08 km² eo gorread Haarlemmerliede en Spaarnwoude. Ar c'hêrioù, kêriadenn ha distrigoù da-heul a ya d'ober Haarlemmerliede en Spaarnwoude : Haarlemmerliede, Halfweg, Penningsveer, Spaarndam (ul lodenn nemetken), Spaarnwoude, Vinkebrug.
Istor
kemmañSavet e voe d'an 8 a viz Gwengolo 1857 pa voe kendeuzet Haarlemmerliede gant Spaarnwoude[1]. D'an 22 a viz Gwengolo 1863 e voe ouzhpennet Houtrijk en Polanen ha Zuidschalkwijk[2]. Goude-se e voe lakaet Zuidschalkwijk e-barzh tachenn Haarlem.
E-pad chanter Kanol Mor an Hanternoz (echuet e 1867) e voe chaoseriet lodennoù bras eus bae an IJ ha lakaet e voent da bolderioù, neuze e voe kresket a-galz gorread ar gêr. Met tachennoù bras all a voe lakaet e-barzh tachad Haarlem ha hini Amsterdam e 1927, 1963 hag e 1970.
Kuzul-kêr
kemmañE kuzul-kêr Haarlemmerliede en Spaarnwoude ez eus 11 dileuriad :
Notennoù
kemmañLiammoù diavaez
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |