Hacı I Giray (e tatareg Krimea : I Hacı Geray, ۱خاجى كراى‎‎‎), lesanvet Melek (Ael), a voe diazezer khanat Krimea. Diskennad e vefe da Genghis Khan ha ganet e Lituania, ma oa repuet e dad e lez ar roue Vitold.

Krouiñ a reas ur c'hanat e Krimea, dizalc'h ouzh douaroù ar Meuriad Aour, gant skoazell dugelezh veur Lituania hag ar meuriad Şirin. Ne ouzer ket bloavezh krouidigezh khanat Krimea ha kustum eo an istorourien da lakaat anezhañ e 1441 ma voe kognet moneiz evit ar wech kentañ en anv Hacı Giray.

Emglev a reas gant ar sultan otoman Mehmet II a-enep Genova.

E 1456 e voe tapet ar galloud e-pad ur prantad berr gant e vab Hayder.

Mervel a reas e 1466. Sebeliet eo e Bahçesaray, kêrbenn istorel Krimea.

En e raok:
-
Khan Krimea
thum
14411456
War e lerc'h:
Hayder
En e raok:
Hayder
Khan Krimea
thum
14561466
War e lerc'h:
Nur Devlet