Hans Leonhard Schäufelein
livour alaman
Hans Leonhard Schäufelein (Nürnberg, c. 1480 – Nördlingen, c. 1539) a oa ul livour, ur c'hoadengraver hag un treser alaman.
Soñjal a reer e studias gant Wohlgemut ha goude-se e teuas da vezañ skorer Dürer. E 1512 ez eas da Augsburg hag e 1515 ez eas da Nördlingen.
Oberennoù
kemmañ- Stern-aoter Ober Sankt Veit (de:Ober Sankt Veit), e-kichen Vienna (1502), "Pennadoù eus buhez ar C'hrist" (war ziskouez e Dresden), ha "St. Jerom" (Mirdi german, Nürnberg).
- Aoter "Ziegler" iliz Sant-Jord (1521) ; ul lodenn anezhañ zo bepred en iliz, al lodenn all zo er mirdi.
- Levr-salmoù ar c'hont von Ottingen.
- Koadengravadurioù Theuerdank ("Trugarez vras") an Impalaer Maksimilian.
- Ur c'hoari kartoù (1535) gwelet evel unan eus ar re vravañ krouet en Alamagn er XVIvet kantved[1].