Hans von Kulmbach

livour alaman

Hans von Kulmbach (anv gwir Hans Suess pe Hans Süß, ganet e-tro 1480 e Kulmbach - marvet a-raok an 3 a viz Kerzu 1522 e Nürnberg) a oa ul livour alaman. Gantañ e voe krouet aoter St Yann e Kraków.

Poltred Hans von Kulmbach
Aoter Nikolaz, Nürnmberg
Delwenn da Hans von Kulmbach dirak ti-kêr Kulmbach
Sinadur Hans von Kulmbach

E vuhez

kemmañ

Soñjal a reer en em gavas Kulmbach e Nürnberg e-tro 1505. Deskiñ a reas ar vicher gant Jacopo de Barbiri, hag a labouras eno e-pad ur pennad. Von Kulmbach a zeskas goude-se gant Albrecht Dürer. Kulmbach en doa e stal-labour dezhañ e Nürnberg, hag a-wechoù e laboure e Kraków. Labourat a reas ivez evit an impalaer Maksimilian I hag ar margraf Casimir Hohenzollern von Brandenburg-Kulmbach. Gwer-livet a savas e meur a iliz : St Sebald e Nürnberg, er Frauenkirche hag ivez aoter Nikolaus e Lorenzkirche. E 1511 ec'h echuas aoter Santez Varia e Skałka (Kraków).


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.