Harald Kesja (ar Goaf) a oa ur priñs danat, rejant ar rouantelezh adal 1102 betek 1104. Klask a reas kemer ar gurunenn, brezel a voe, lazhet e voe en 1135.

Maen-koun da Harald Kesja

E vuhez

kemmañ

Harald a oa bastard henañ roue Danmark, Erik Iañ Danmark. En Haraldsborg e oa o chom, nepell diouzh Roskilde. Anvet e voe da genrejant, war un dro gant Asser, arc'heskob Lund, pan eas e dad da birc'hirinañ, entre 1102 ha 1104. Kalonek e oa, met feuls, kriz, ha bambocher. Se zo kaoz ne voe ket dibabet da roue pa voe klevet keloù eus marv e dad. E eontr Niels Danmark a voe dilennet da roue en 1104.

En 1132 e reas emglev gant e hantervreur, Erik Emune, evit dialiñ drouklazh o hanterbreur Knud Lavard, lazhet en 1131. Met ur pennadig goude e reas emglev gant an drouklazher Magnus Nielson rak ezhomm en devoa eus e harp evit bezañ roue Danmark.

Kemer a reas an anv a « Harald IV », mont a reas Jutland a-du gantañ, met trec'het e voe, ha Magnus Nilsson war un dro, en emgann Fotevik en Skania en 1134. Tec'hel a reas goude an emgann, met tapet e voe, e-tal Vejle, e Jutland. Lakaet e voe d'ar marv, ha dibennet war un dro gant eizh eus e vesterd en 1135 war urzh Erik II Danmark, un hantervreur all dezhañ.

Dimezioù ha bugale

kemmañ

Dimezet e oa Harald Kesja da Ragnhild, ur verc'h da Magnus III Norvegia, ha pevar bugel o doe[1] :

Eizh bastard en doa Harald Kesja ivez, hag o-eizh a voe dibennet war un dro gantañ e 1135:

  • Harald Haraldsen,
  • Knút Haraldsen,
  • Sivard Haraldsen,
  • Erik Haraldsen,
  • Svein Haraldsen,
  • Niels Haraldsen,
  • Benedikt Haraldsen,
  • Mistivent Haraldsen.

Notennoù

kemmañ
  1. (de) Europäische Stammtafeln Vittorio Klostermann, Gmbh, Frankfurt, 2004 (ISBN 3465032926), Die Nachkommen von König Gorm dem Alten von Dänemark III Volume III Tafel 99