Katarina Ingesdotter
Katarina Ingesdotter a oa ur briñsez svedat eus an XIvet kantved, hag a zimezas d'ar priñs danat Björn Järnsida.
Merc'h e oa da Inge Stenkilson, pe Inge an Henañ, roue Sveden, ha d'e bried Helena Sveden. C'hoar e oa da Kristina Ingesdotter ha da Margrete Fredkulla, a oa koshoc'h egeti.
He c'hoar Kristina a zimezas er bloavezhioù 1090, ha Margrete in 1101. Katarina a vije bet ganet war-dro 1100, hag en oadoù gant he fried.
Mervel a reas he zad e 1110, ha war e lerc'h e renas e nized. Katarina a oa bugelig c'hoazh en amzer-se, hag he c'hendirvi eo a renas neuze. He mamm intañvez en em dennas da abati Vreta. He c'hoar henañ Kristina a oa o chom e Rus' Kiev, ha ne voe roet mann dezhi eus hêrezh he zad. He c'hoar all Margrete a oa rouanez Danmark, ha rannañ a reas he madoù a-berzh tad gant he nizez Ingrid e Norvegia, hag he nizez Ingeborg e Danmark.
Katarina n'eus ket anv anezhi en afer-se, met dre ma oa ar verc'h dizimez nemeti a chome e Sveden e rankas bezañ hêrez dezhi.
Eured
kemmañHervez Saga Knýtlinga e timezas Katarina d'ar priñs danat Björn Jernsida. N'anavezer nemet ur bugel d'ar priedoù : o merc'h Kristina Björnsdotter, a voe rouanez Sveden, a vije bet ganet war-dro 1122.
Beuzet e voe Björn en 1134 war un dro gant e vreur Erik.
Merc'h Christina a vije bet dimezet d'an hini a renas e Sveden evel Erik IX er bloavezhioù 1140.