Kristina Björnsdotter

Kristina Danmark, pe Kirstine Björnsdatter (e daneg), pe Kristina Björnsdotter (e svedeg), ganet war-dro 1120/25 ha marvet e 1170, a oa ur briñsez danat, merc'h d'ar priñs Björn Järnsida‎.

Hervez an Knýtlinga saga, e oa merc'h da Björn Haraldsen Järnsida, mab d'ar priñs danat Harald Kesja, ha d'e bried, ar briñsez svedat Katarina Ingesdotter, a oa merc'h da Inge Iañ, roue Sveden.

E 1134 e voe lazhet he zad, Björn, war urzh e eontr, ar roue Erik II Danmark.

Rouanez Sveden e teuas da vout gant he dimeziñ da Erik IX Sveden.

He bugale

kemmañ

Pevar bugel o doe:

  1. Knut Iañ, roue Sveden 1167-1196.
  2. Filip
  3. Katarina, dimezet da Nils Blaka.
  4. Margareta, dimezet da Sverre Norvegia.