Haroz eus Ukraina

titl enoriñ eus Ukraina

Haroz eus Ukraina (HEU ; ukraineg : Герой України Heroi Ukrainy) eo an uhelañ enor a c'hall bezañ deroet d'ur c'heodedour pe geodedourez gant prezidant Ukraina.

Haroz eus Ukraina
enor
Iskevrennad eusHaroz broadel Kemmañ
Deiziad krouiñ1998 Kemmañ
Anv er yezh a orinГерой України Kemmañ
StadUkraina Kemmañ
Renk dres dindanCross of Military Merit Kemmañ
Lec'h diazezKyiv Kemmañ
Roll elfennoùlist of heroes of Ukraine Kemmañ

Krouet e oa bet ar vedalenn e 1998 gant ar prezidant Leonid Kuchma. Da 924 e save hollad an dud bet enoret a-raok ar 4 a viz Eost 2024. Ouzhpenn ar re-se e chom 22 zekred prezidantel da vezañ lakaet da dalvezout.

Daou live a dud enoret zo : Urzh ar Stad (ukraineg : Орден Держави Orden Derc'havy) evit an drevourien hag Urzh ar Steredenn Aour (ukraineg : Орден Золота Зірка Orden Zolota Zirka) evit ar vilourien.

Ar c'hentañ estren a zo bet enoret e oa ar Belarusan Mykhailo Zhyznevskyi e miz Even 2017.