Harvey Weinstein
Harvey Weinstein, ganet d'an 19 a viz Meurzh 1952, zo ur produour filmoù stadunanat. Gant e vreur Bob Weinstein en doa krouet an embregerezh dudi Miramax, a broduas filmoù dieub gant berzh bras. E-touezh ar re se Sex, Lies, and Videotape (1989), The Crying Game (1992), Pulp Fiction (1994), Heavenly Creatures (1994), Flirting with Disaster (1996), ha Shakespeare in Love (1998).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Harvey Weinstein |
Anv-bihan | Harvey |
Anv-familh | Weinstein |
Deiziad ganedigezh | 19 Meu 1952 |
Lec'h ganedigezh | New York |
Breur pe c'hoar | Bob Weinstein |
Pried | Georgina Chapman |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Place of detention | Wende Correctional Facility |
Kondaonet evit | Gwallerezh, tagadenn reizhel |
Micher | Produour sinema, executive producer, aktour, film director, senarioour(ez) |
Tachenn labour | filmaozañ |
Implijer | The Weinstein Company |
Bet war ar studi e | University at Buffalo, John Bowne High School, State University of New York at Buffalo School of Management |
Lec'h labour | New York |
Deroù ar prantad labour | 1981 |
Dibenn ar prantad labour | 2017 |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Kleñved | myocardial infarction, COVID-19 |
Darvoud-alc'hwez | Harvey Weinstein sexual abuse cases |
Prizioù resevet | Marc'heg al Lejion a Enor, Commander of the Order of the British Empire, Academy Award for Best Picture, British Academy of Film and Television Arts, Hugo Award for Best Dramatic Presentation |
Bet kinniget evit | Academy Award for Best Picture, Academy Award for Best Picture |
Rummad tost | Category:Films produced by Harvey Weinstein |
Ar vreudeur o deus bet kuitaet Miramax evit sevel an embregerezh The Weinstein Company, ur studio filmoù. Bez eo bet Harvey rener gant e vreur etre 2005 betek 2017.
E miz Here 2017, goude ma vefe deuet war-wel rebechoù lies tagadennoù reizhel a-berzh Weinstein, e voe skarzhet eus e embregerezh kement hag eus an Academy of Motion Picture Arts and Sciences. D'an 31 a viz Here, ur 80 maouez bennak o devoa rebechet tagadennoù reizhel gant Weinstein. Goude ar c'hlemmoù-se e oa bet savet en hashtag "#MeToo" war ar rouedadoù sokial. Sikouret e voe ar maouezed o doa gouzañvet tagadennoù reizhel da embann o soñjoù pe testenioù dreist-holl a-enep paotred c'halloudus. Kaoz zo bet eus an "Efed Weinstein".
An Afer Weinstein
kemmañ- Pennad spisoc'h: an Afer Harvey Weinstein
Rebechoù
kemmañE miz Here 2017, The New York Times ha The New Yorker a embanne pennadoù a zisklêrie e oa un daouzek bennak a vaouezed a rebeche da Harvey Weinstein da vezañ taget reizhel, betek gwallet anezho. Un toullad maouezed all eus industrielezh ar filmoù stadunanat o doa bet kendalc'het gant an testenioù a-enep Weinstein. Hemañ en doa nac'het a-grenn ar rebechoù. Paeet en doa ez spierien eus ar Mossad[1] evit klask piv a oa ar merc'hed a rae rebechoù dezhañ ha penaos o lakaat da devel[2].
An harzadenn ha tamalloù
kemmañD'ar 25 a viz Mae 2018, Weinstein a oa rebechet dezhañ gant an New York City Police Department "rape, criminal sex act, sex abuse and sexual misconduct for incidents involving two separate women". Memes devezh e oa harzet goude bezañ en em rentet d'ar polis[3].
Weinstein a voe dieubet nebeut amzer goude e varnadenn rebech en eskemm d'e paseporzh ha d'un tailh-kastiz ur milion dollar. E alvokad Benjamin Brafman, hag en devoa difennet DSK e-pad Afer ar Sofitel, en deus embannet e vefe disklêriet gant Weinstein e oa "nann kablus"[4].
Buhez prevez
kemmañDimezet eo bet gant Eve Chilton etre 1987 ha 2004. Etre 2007 ha 2017 e oa dimezet gant Georgina Chapman, met kuitaet he deus anezhañ ur wech ma oa kroget an afer Wenstein.
Stourm politikel
kemmañWenstein a ro harp a-gozh d'ar Strollad Demokratel stadunanat. Sikouret en devoa da rastellañ arc'hant evit kampagn Barack Obama, hini Hillary Clinton ha John Kerry.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ https://www.theguardian.com/film/2017/nov/07/harvey-weinstein-hired-ex-mossad-agents-to-suppress-abuse-allegations-new-yorker-report-claims
- ↑ https://www.lemonde.fr/m-actu/article/2017/11/29/affaire-weinstein-les-methodes-troubles-des-anciens-agents-du-mossad_5221954_4497186.html
- ↑ https://www.francebleu.fr/infos/medias-people/viol-et-agression-sexuelle-harvey-weinstein-devant-la-justice-americaine-1527226270
- ↑ http://www.lefigaro.fr/international/2018/05/25/01003-20180525ARTFIG00230-benjamin-brafman-l-ex-avocat-de-dsk-qui-defend-desormais-harvey-weinstein.php