Hatuey
Hatuey, ganet en Hispaniola, marvet d'an 2 a viz C'hwevrer 1512 e Yara (Cuba), a oa un tiern taino eus Hispaniola hag a vrezelias enep ar gonkistadored spagnol. Eñ an hini a voe ar c'hentañ den hag en em savas a-enep an drevadennerien en Amerika. Kemer a reas penn ur bagad broiz da stourm ouzh ar Spagnoled, ma voe tapet ha devet ganto. Un haroz broadel eo Hatuey e Cuba.[1]
Istor
kemmañE 1511 ez eas ar c'honkistador spagnol Diego Velázquez eus Hispaniola da Guba.
Liammoù
kemmañ- Kêr Hatuey, er c'hreisteiz da Sibanicú e proviñs Camagüey e Cuba, zo bet anvet en enor dar penntiern emsavet.
- En enor da Hatuey ez eus bet anvet ur bier graet gant Empresa Cerveceria Hatuey Santiago, e Santiago de Cuba, hag un evaj malt dialkohol[2],[3].
- E film Icíar Bollaín graet e Bolivia e 2010, También la lluvia, ez eus anv eus Hatuey[4].
Levrlennadur
kemmañ- Bartolomé de las Casas (1552), Brevísima relación de la destrucción de las Indias, Axel Springer S.L. ISBN 84-7700-006-9
Notennoù
kemmañ- ↑ Running Fox, 'The Story of Cacique Hatuey, Cuba's First National Hero', La Voz del Pueblo Taíno (The Voice of the Taíno People) (United Confederation of Taino People, U.S. Regional Chapter, January 1998)
- ↑ Soda Pop Stop
- ↑ "Malta Hatuey", Sodaficionado!, 30 July 2008. Retrieved 2 January 2010.
- ↑ http://www.imdb.com/title/tt1422032/