Henri-Marie de L'Estang du Rusquec

Henri-Marie de L’Estang du Rusquec, ganet d’an 31 a viz Mezheven 1855 e Kerezelleg-Trelevenez, er c’hastell bet savet gant e dad, ha marvet d'an 3 a viz Mezheven 1918, a oa un denjentil leonat ha brezhoneger.

Dimeziñ a reas gant un nizez da Deodor Kervarker, embanner ar « Barzhaz Breizh », Sidonie-Hermine a Gervarker. Ur brezhoneger a zoare eo bet, evel e eontr Henri de L'Estang du Rusquec (1822-1906) hag a savas geriadurioù galleg-brezhoneg ha brezhoneg-galleg. Henri-Marie, eñ, a yeas da chom d'ar Merzher, hag a savas kastell Hirziri. Stourm a reas taer ouzh lezennoù an inventer ha Combes da zifenn he frankiz d’an Iliz.

Sevel a ra kalzik kantikoù ha kananouennoù, hag e reas konferañsoù e brezhoneg ivez. Evel merc’h Teodor a Gervarker, an Itron de Boisanger, hag a oa o chom e-kichenik, e Lannurvan e kastell Kerdaoulaz, e reas e seizh gwellañ da sikour an dud da zerc’hel d’ar feiz ha d’ar yezh. Deuet da vezañ dall, e varvas goude un hir a gleñved e dibenn ar brezel bras, d’an 3 a viz Mezheven 1918.

Oberennoù kemmañ

Pennad kar kemmañ