Henri Deterding
Henri Wilhelm August Deterding KBE (Hon), lesanvet Napoleon ar petrol, ganet d'an 19 a viz Ebrel 1866 e Amsterdam hag aet da Anaon d'ar 4 a viz C'hwevrer 1939 e Saint-Moritz, a oa unan eus kentañ pennoù bras ar Royal Dutch Petroleum Company (Koninklijke Nederlandsche Petroleum Maatschappij). E-pad 36 vloaz (1900–1936) e voe prezidant an embregerezh kenkoulz ha prezidant an embregerezh eoul-zu Royal Dutch/Shell.
Tizhet e oa bet gantañ ar post uhelañ en embregerezh goude marv penn bras ar Royal Dutch, Jean Baptiste August Kessler. Deuet e oa a-benn da gemer penn an embregerezh a-enep John D. Rockefeller, penn ar Standard Oil. Enoret e oa bet gant an Order of British Empire e 1920, evit e labour dezougen dour-tan d'ar gevredidi e-pad ar C'hentañ Brezel-bed.
Skarzhet e voe eus penn an embregerezh e 1936, ur wech aet da vevañ en Alamagn Nazi ha roet e harp a-grenn da obererezhioù Adolf Hitler.
Naziegezh
kemmañDiaes eo kaout prouennoù istorel resis eus peur e oa bet bamet Deterling gant an naziegezh ha petra a voe graet gantañ evit harpañ al luskad-se. Betek-henn n'eus prouenn anat ebet e vije bet arc'hantaouet an nazied gantañ[1] Ar pezh a zo sur e 1936 e embann Deterding e c'hoant da vont da vevañ en Alamagn an Trede Reich. Degemeret e voe eno evel un den Stad. Mervel a raio eno e 1939 ha raktal e voe klasket gant an nazied pakañ an embregerezh Shell dre lodennoù Deterding, en aner.[2].
Marv
kemmañMarvet d'an oad a 72 vloaz, enoret e voe gant an nazied e-pad e obidoù. Lavaret e voe anezhañ e oa "als einen der ersten Vorkämpfer gegen den Weltbolschewismus". ("Evel unan eus ar c'hentañ kampioned enep ar volchevouriezh vedel"). Adolf Hitler en devoa kaset bleunioù evit e obidoù.
Levrlennadur
kemmañ- (en) John Donovan Sir Henri Deterding and the Nazi History of Royal Dutch Shell