Henri Maho (Gwennin, 30 a viz Gouere 1921Baod, 12 a viz Mezheven 2008) a oa ur stourmer evit ar brezhoneg ha glad relijiel Breizh. E penn un embregerezh sevel-tiez e oa.

Brezhoneger a-vihanik e oa, hag e-unan en devoa desket lenn ha skrivañ ar yezh.

Adalek ar bloavezhioù 1940 e stourmas evit ar yezh. Kelennet en devoa brezhoneg e Begnen (1942) hag e Logunec'h.
Labouret en devoa evit ar gelaouenn Arvor, a oa renet gant Loeiz Andouard d'ar mare-se. Bez' e voe unan eus ar re a grouas ar gelaouenn wenedek An Doere.

Brudet eo, dreist-holl, evit al labour graet er gevredigezh Breiz Santel a zifenn glad relijiel Breizh[1]. Ar prezidant anezhi e oa bet e-kerzh ar bloavezhioù 1980, o stourm hep ehan evit kempenn chapelioù, kroazioù ha feunteunioù.

Resevet en devoa Kolier an Erminig e 1998.

Notennoù

kemmañ