Herman Van Rompuy (distaget [ˈɦɛɾmɑn vɑn ˈɾɔmpœy̆]), ganet d'an 31 a viz Here 1947 en Etterbeek, zo ur politikour flaman eus Belgia, ezel eus ar strollad Christen-Democratisch en Vlaams (CD&V). Kentañ ministr Belgia e voe etre an 30 a viz Kerzu 2008 hag ar 25 a viz Du 2009. A-raok e oa bet prezidant Kambr Kannaded Belgia, etre an 12 a viz Gouere 2007 hag an 30 a viz Kerzu 2008.

Herman Van Rompuy (2012)

E miz Du 2009 e oa bet dibabet Herman Van Rompuy gant ar 27 penn stad ha gouarnamant Unaniezh Europa evit dont da vezañ kentañ prezidant ar C'huzul Europat. Er post-se eo bet etre ar 1añ a viz Kerzu 2009 hag an 30 a viz Du 2014.

Herman Van Rompuy a zo eus ur mirour eus ar strollad CD&V, pouez a lak war ar reoladoù hag an talvoudegezhioù, an doujañs ha temoù all liammet gant ar vuhezegezh.

Liammoù diavaez kemmañ