Herodianus
Herodianus, pe Herodianos (Ἡρωδιανός e gregach) (war-dro 170 – war-dro 240) a oa un istorour roman a skrivas un istor eus an Impalaeriezh roman e gresianeg (τῆς μετὰ Μάρκον βασιλείας ἱστορία, Istor an Impalaeriezh adalek marv Marcus) en eizh levrenn, hag a bled gant ar mare eus 180 da 238.
Gresian e oa, genidik eus Azia Vihanañ pe eus Siria, ha tremenet en doa ul lodenn vat eus e vuhez e Roma. Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn e vuhez, met bev e oa moarvat dindan ren Gordianus III, hag a bignas war an tron e 238.