Highschool of the Dead

Heuliad mangaoù spont hag Ecchi ha tresadennoù-bev

Highschool of the Dead, brudet e Japan evel Apocalyptic Academy: Highschool of the Dead (japaneg: 学園黙示録 HIGHSCHOOL OF THE DEAD, Hepburn: Gakuen Mokushiroku Haisukūru obu za Deddo) ha berraet gant ar stumm HSOTD, zo un heuliad mangaoù ha tresadennoù-bev japanat skrivet gant Daisuke Satō ha treset gant Shōji Satō. Embannet e oa bet en Monthly Dragon Age etre miz Gwengolo 2006 ha Mae 2013. Chomet eo diechu abalamour da varv an aozour Daisuke Satō e miz Meurzh 2017. Fujimi Shobo ha Kadokawa Shoten o deus bet embannet an heuliad e stumm manga tankōbon, 7 levr en holl, etre Meurzh 2007 hag Ebrel 2011 e Japan. Yen Press en deus embannet an heuliad mangaoù e Norzhamerika. An istor eo hini ur strollad studierien skol-veur o klask chom bev e-kerzh ur "Zombie apocalypse".

Highschool of the Dead
heuliad manga
Titl学園黙示録 HIGHSCHOOL OF THE DEAD Kemmañ
Derivative workHighschool of the Dead Kemmañ
Danvez pennañhigh school student Kemmañ
Tachennhorror anime and manga, harem, post-apocalyptic anime and manga, zombie anime and manga Kemmañ
AozerDaisuke Satō Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Deiziad embann9 Eos 2006 Kemmañ
SkeudennaouerShōji Satō (arzour) Kemmañ
Roll an tudennoùlist of Highschool of the Dead characters Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.fujimishobo.co.jp/sp/201002hotd/ Kemmañ
Embannet eMonthly Dragon Age Kemmañ
Roll elfennoùlist of Highschool of the Dead chapters Kemmañ
Arvesterien palShōnen Kemmañ
Logo Highschool of the Dead

Un adsevel doare tresadenn-vev japanat 12 lodenn zo bet savet. Produet eo gant Madhouse hag heuliañ a ra ar pevar manga kentañ. Skignet eo bet e Japan etre ar 5 a viz Gouhere hag an 20 a viz Gwengolo 2010. Madhouse en deus produet ivez ul lodenn original video animation (OVA) e 2011. Sentai Filmworks en deus embannet ur stumm istitlet e saozneg eus an heuliad hag eus an OVA hag embannet dre DVD ha Blu-ray evit Norzhamerika.

Tudennoù kemmañ

  • Takashi Komuro (小室孝, Komuro Takashi)
  • Rei Miyamoto (宮本麗, Miyamoto Rei)
  • Saeko Busujima (毒島冴子, Busujima Saeko)
  • Saya Takagi (高城沙耶, Takagi Saya)
  • Kôta Hirano (平野コータ, Hirano Kōta)
  • Shizuka Marikawa (鞠川静香, Marikawa Shizuka)
  • Alice Maresato (希里 ありす, Maresato Arisu)
  • Zeke (ジーク, Jiku)
  • Rika Minami (南 リカ, Minami Rika)

Enebourien kemmañ

  • Koichi Shido (紫藤 浩一, Shidō Kōichi)
  • Zombied

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ