An Hindu Mahasabha (anv ofisiel: Akhil Bhārat Hindū Mahāsabhā pe All-India Hindu Grand-Assembly) zo ur strollad politikel indian eus an tu dehoù hindou ha broadelour. An aozadur a oa bet savet da zifenn gwirioù an hindoued en India saoz, dreist-holl goude stummadur an All India Muslim League e 1906. Ar gouarnamant saoz en India en devoa krouet ur rummad voterien disheñvel hag a oa hini ar vuzulmaned goude tremen al lezennoù Morley-Minto e 1909.

Kozh eo ar strollad politikel broadelour hindou-se, met an Hindu Mahasabha a chom izel a-fed pouez e politikerezh India. Kement-se a-raok ha goude dizalc'hiezh ar vro diouzh ar Saozon. Muntrerien Gandhi a oa izili eus ar strollad Hindu Mahasabha.

Liammoù diavaez

kemmañ