Hippeia (henc'hresianeg : Ἱππεία), pe Hippea, zo anv div vaouez e mojennoù Hellaz kozh.


Athena Hippeia

kemmañ

Athena Hippeia (pe Hippeia Athena) ("Athena ar c'hezeg") a vez graet eus Athena evel doueez ar c'hezeg.

Neuze e veze lavaret e oa merc'h da Boseidon ha Polyfe, merc'h Okeanos. Hec'h anv a voe roet dezhi peogwir e oa bet an hini gentañ oc'h ober gant ur c'harr[1].

Hippeia, merc'h Antippos

kemmañ

Hippea merc'h Antippos a zimezas da Elatos hag a c'hanas tri bugel: Polyfemos, Kaineüs, hag Isc'hys[2].

Notennoù

kemmañ
  1. Suidas, Athena Hippeia
  2. Hyginus, Fabulae, 14 [1]