Hippolyte Lucas
- Arabat kemmeskañ gant Pierre-Hippolyte Lucas
Hippolyte Lucas (Hippolyte Julien Joseph Lucas hervez marilh ar boblañs), bet ganet e Roazhon d'an 20 a viz Kerzu 1807[1], hag aet eo da Anaon e Pariz d'ar 14 a viz Du 1878[2], a oa ur skrivagner gallek.
Heuliet en doa studioù war ar gwir ha krog e oa gant ar vicher breutaer e Pariz p'he dilezas evit al lennegezh. Skridvarner eo bet e-pad un 40 vloaz bennak evit meur a gelaouenn. E-touez krouerien La Revue de Bretagne ha La Société des Gens de Lettres e voe. Levraoueger eo bet e Levraoueg an Arsanailh (Bibliothèque de l'Arsenal) e Pariz. Azasaet en deus pezhioù-c'hoari spagnolek ha gresianek.
Roet eo bet e anv d'ur ru e Roazhon.
Oberennoù
kemmañ- Histoire philosophique et littéraire du théâtre français (1843).
- Curiosités dramatiques et littéraires (1855).
- Histoire des guerres civiles en France depuis les temps mérovingiens jusqu'à nos jours (1847).
- Portraits et souvenirs littéraires.
Mammenn
kemmañ- Mille Bretons Dictionnaire biographique gant Jean-Loup Avril, embannet gant Les Portes du Large e 2002 (ISBN 2-914612-07-9).
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Dielloù marilhoù kêr Roazhon merk 2E15, p.216, en-linenn [1]. En e levr, meneget izeloc'hik, e ro Jean-Loup Avril an deiziad 14 a viz Eost, dre fazi war a seblant.
- ↑ dielloù kêr Pariz en-linenn