Homo Divisus
Homo Divisus zo ur romant skiant-faltazi polonek savet gant ar skrivagner polonat Konrad Fiałkowski, embannet e 1979 gant an ti-embann Iskry e Varsovia.
An doare gallek
kemmañTroet e oa bet e galleg gant ar slavegourez Laurence Dièvre (1950-) ha skeudennaouet golo al levr gant Franck Limido. Embannet e voe gant Albin-Michel (Homo divisus an titl anezhañ)[1] e miz Ebrel 1983 : gant an 58vet oberenn-mañ e voe klozet an dastumad Super-Fiction[2], renet gant Georges H. Gallet (1902-1995) ha Jacques Bergier (1912-1978).
An danvez
kemmañDihuniñ a reas ha klask fiñval hep dont a-benn avat. Neuze e krogas an aon ennañ. Dalc'het en devoa soñj eus ur gwallzarvoud skrijus war ur gourhent riellet. Koulskoude e oa bev c'hoazh ha, bremañ, e c'halle santout un tokarn o waskañ war e zaouividig.
Padal, Stef Korn a oa war-nes kompren e oa marv-mik ; met, goude bezañ bet yebarekaet e oa « padet » dekvloavezhiadoù ha dekvloavezhiadoù er stad-mañ. Marteze muioc'h ! Bremañ e oa bet adlakaet en e blom ent-kalvezadel. Hag en em gavout a rae en un iskis a ved, a-zindan veli ur « Mestr » kevrinus, un dreistreizhiad emzesket dreistsperedek, mestroniet gant ar C'huzul Bedel.
Ur bed e-lec'h m'eo luziet pep tra abalamour ma'z eus eus un dreistijinenn, ar Fantatron, hag a grou touelloù, hunvreoù — un dreistgwirvoud a-bezh ken kempoell hag ar gwirvoud e-unan. Ha pelec'h emañ al linenn vevennañ neuze ? Ha gwirion eo Koma, ar vredkalvezourez yaouank e karg d'azgouestaat anezhañ, gwirion eo pe n'eo nemet un « tasmant », un evodad eus ar Mestr ? Marteze an eiladez eus Kar, pried tener Korn en e vuhez kent ? Hag eñ e-unan, troet e siborg, ne vije nemet un tasmant all, bet ganet eus un ijin diroll ?
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) Homo divisus el lec'hienn nooSFere.
- ↑ Da-heul Syzygy, titl an hini kentañ, e voe embannet seizh levr all ha hanter-kant betek 1983.