Implijet e vez an termen homofiliezh e lec'h "heñvelrevelezh" evit komz eus darempredoù diazezet war ar garantez pe ar mignoniezh etre daou den eus an hevelep rev hep ma vije graet dave da darempredoù reizhel kenetreze.

Talvoudus e c'hell bezañ ober an diforc'h etre an homofiliezh hag an heñvelrevelezh e meur a degouez, da skouer :

  • evit deskrivañ an doare mignoniezh kreñv-kenañ hag a sav a-wechoù etre krennarded ha krennardezed yaouank;
  • an darempredoù strizh etre tud a c'hoari sprortoù pe c'hoazh tud en arme ma vez disrannet tud eus an eil rev diouzh re egile ha ma ren war seurt kumuniezhioù tud ur spered arallrevreoladouriezh dre vras hag a laka diaes d'an dud kaout darempredoù heñvelrevel-rik;
  • al liammoù personel ha speredel kreñv hag a sav alies etre menec'h pe etre leanezed pe tud all o vevañ e kumuniezhioù digemmesk evit abegoù relijiel. A-wechoù e c'hellont en em diskêriañ evel tud heñvelrevel ivez met en ur chom hep kaout darempredoù reizhel;
  • ar garantez a vez maget gwall alies etre mignoned eus an hevelep rev;
  • an darempredoù amreizhel a c'hell sevel etre mignoned ha mignonezed heñvelrevel.


Gwelet ivez

kemmañ
  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.