Hormon steroidel
An hormonoù steroidel a zo steroidoù hag a ya en-dro evel hormonoù.
Pemp rumm a c'haller ober anezho, hervez o "degemerer" :
- ar glukokortikoidoù,
- ar mineralokortikoidoù,
- an androgenoù,
- an eustrogenoù,
- ar progestagenoù.
Ur stroll all zo gant doareoù deveret eus ar vitamin D, hag a ya d'ober ur sistem hormonel tost-kar d'ar re all, met ur stroll steroloù zo anezhañ kentoc'h evit unan steroidoù e gwirionez.