Reizhiad enborc'hadel
Hollad ar c'helligoù, ar gwagrennoù hag ar gwiadoù a vorc'h hormonoù e gwad ur bevedeg a-benn reoliañ e emzalc'h bevedel eo ar reizhiad enborc'hadel.
Ur reizhiad arhentoù evel ar reizhiad nervennel eo, nemet e-lec'h kas arhentoù tredanel e kas reoù gimiek : an hormonoù, a reoilh kalz arc'hwelioù er bevedegoù – en o zouez an imor, ar c'hresk, arc'hwel ar gwiadoù hag ar c'hennevid – dre gelligoù arbennik ha gwagrennoù enborc'hadel.
Kemm a lakaer etre ar reizhiad enborc'hadel hag ar gwagrennoù ezvorc'hadel ma vez borc'het an hormonoù dre ur ganol-vorc'hañ ha n'eo ket er gwad war-eeun.
An enborc'honiezh eo ar skiant a bled gant ar reizhiad enborc'hadel, an hormonoù, o gweredoù (o efedoù) war ar bevedegoù, gant ar c'hlenvedoù a c'hoarvez pa ned a ket ar reizhiad en-dro hag an doaeroù d'e bareañ.
Meur a wagrenn a ya da sevel ar reizhiad enborc'hadel ; un "ahel" a reer eus ur strollad gwragenoù a gas arhentoù an eil d'eben, evel an ahel gouzerc'hvel-gougorfenn-gwagrenn us-lounezh. Boutin d'an holl wagrennoù enborc'hañ eo an diouer a ganol, an niver bras a wazhiennoù, ha vakuolennoù ma vez boniet an hormonoù.
Lod organoù a ren un arc'hwel enborc'hadel eilrenk : an avu, ar galon, al lounezhi, ar gonadoù zo en o zouez ; gant al lounezhi, da skouer, e vez enborc'het an hormonoù eritropoietin (a laka an eritrokit da greskiñ e mel an eskern) ha renin (a reoilh ar c'hementad a wad a zo en ur bevedeg).
An hormonoù
kemmañDanvezennoù kimiek a vez boniet er gwagrennoù enborc'hadel eo an hormonoù. Evel kannaded ez eont en-dro, pa dreuzkasont ditouroù a gellig da gellig. E red ar gwad e vezont ensinklet, en o unan pe gevret gant lod proteinennoù a astenn o fadelezh, hag oberiant e vezont e gwiadoù pe organoù resis a zo pell diouzh al lec'h ma vezont kenderc'het. Diouzh kont e c'hallont bout efedus, ha seul vrasoc'h ar c'hementad seul vrasoc'h an efed, met null eo o efed hep fraouva er gellig pe en organ.
Arc'hweladur er bevedegoù
kemmañLiesdoare eo arc'hweladur an hormonoù er bevedegoù.
- Broudus : broudañ a reont oberiantiz ur gwiad.
- > Ar prolaktin a vroud ar c'henderc'hañ laezh e gwagrennoù ar bronnoù.
- Kedaler : pa vez gant daou hormon ur gwered a zo brasoc'h eget hini pep hormon en e unan.
- > An triiodotironin, a ra war-dro kresk ar c'horf, ar c'hennevid, gwrezverk ar c'horf ha lusk ar galon, a labour a-gevret gant ar somatotropin a ra war-dro kresk ar c'horf, gouennadur hag adc'henezhadur ar c'helligoù.
- Kempouezer : diouzh kementad un hormon arall e vez efed an hormon-mañ-hormon.
- Gourzhaler : nullet e vez efed un hormon gant hini unan arall.
- > An insulin a zigresk ar c'hementad a c'hlukoz a vez er gwad, pa vez ar glukagon ouzh e greskiñ.
- Harzus : digreskiñ a reont oberiantiz ur gwiad pe un hormon all.
- > Ar somatostatin a zigresk kenderc'hadur un dousennad hormonoù arall.
- Trozennek : un hormon a zegas kemmoù e kennevid ur gwiad enborc'hadel arall.
- > Ar gonadotropin a dalvez da gannad kimiek evit reoliañ ar c'hametogeniezh koulz e pared ha parezed ar mellkeineged.
Gweredoù er bronneged
kemmañSetu amañ efedoù pennañ an hormonoù e korf ur bronneg :
- broudañ ar c'hresk, pe herzel outañ ;
- reoliañ al luskoù trozeziat, da lavaret eo ar c'helchiadoù huniñ-dihuniñ hag horolaj diabarzh ar bevedegoù ;
- reoliañ an imor ;
- deluskañ marv steuñvet (apoptosis) kellig pe gellig, pe herzel outañ ;
- reoliañ ar c'hennevid ;
- prientiñ ar c'horf evit ar gouennañ, an emgann, an tec'h hag arall ;
- prientiñ ar c'horf evit ur bazenn nevez en e vuhez, evel ar gaezouregezh, an desevel bugale, an eizigvan vevenel (ar mare ma paouez ar barezed da gaout o mizioù).
Kimiezh
kemmañMeur a zoare hormonoù a vez kenderc'het gant ar gwagrennoù enborc'hañ ; hervez o aozadur kimiek e vezont diforc'hekaet.
- Ar steroid zo dileizhadus el lipid ; buan e tizhont ar c'helligoù ma rankont labourat. E pep kellig ez emunanont gant ur fraouva hag e veajont betek unan eus genennoù an TDN a vroud o zreuzskrivadur.
- > Ur steroidenn eo ar progesteron, a reoilh amzerioù ar maouezed.
- Deveret diouzh amindrenkennoù eo an hormonoù ansteroid, a beg ouzh ur fraouva e koc'hen ar gellig ; ur wech degemeret an hormon e telusk ar fraouva un aridennad dazgweredoù a zegas kemmoù er gellig. Ar c'hannad kentañ eo an hormon neuze, an eil kannaded o vout an danvezennoù kimiezk a vez ensiklet er gellig.
- > Un ansteroidenn eo an dopamin, a gresk lusk ar galon ha gwask ar gwad.
- Amindrenkennoù kemmet eo an aminoù.
- > Un amindrenkenn eo an adrenalin, unan eus hormonoù galloudusañ korf mab-den.
- Ar peptidoù zo aridennadoù berr amindrenkennoù a zo dileizhadus en dour ; dre blasma ar gwad e tizhont ar c'helligoù kent bout digevanaozet gant ar plasma, ar pezh a c'hoarvez a-barzh pemzek munutenn goude bout bet enborc'het. Kannaded kentañ int, evel an ansteroidoù.
- > Ur peptid eo an hormon antroazhus (vasopresin), a vir ouzh kenderc'hadur an troazh.
- Protein kemplezhek eo an hormonoù proteek.
- > Un hormon proteek eo ar somatropin, a zo anvet "hormon ar c'hresk" ivez.
- Glukoprotein a reer eus hormonoù aozet diwar ur broteinenn a zo kevredet gant ur c'hlukidenn pe meur a hini.
- > Ur c'hlukoproteinenn eo al lutropin, a vroud ar viañ er maouezed hag ar c'henderc'hañ testosteron er wazed.
Organoù enborc'hañ hag hormonoù kenderc'het
kemmañReizhiad nervel greiz
kemmañHormonoù enborc'het | Gweredoù pennañ |
---|---|
Gouzerc'hevel | |
Dopamin | Arc'hwelioù loc'hadel, kousked, emzalc'h, enkounañ, garedonoù, lusked, naoudezh |
Oksitokin | Buanaat ar gwilioud, angrizañ ar mammog, strinkañ ar plakenta, aesaat degorzhañ al laezh |
Vasopresin | Digreskiñ ar c'hementad a droazh |
Hormon dilaoskiñ ar gonatropin | Dilaoskiñ an hormon broudañ ar bolc'h hag an hormon leteinat |
Hormon dilaoskiñ ar c'hortikotropin | Pa vezer steset : koll an debriñ, kreskiñ an enkrez, kreskiñ an evezhded |
Hormon dilaoskiñ an tirotropin | Lakaat ar skoedenn da vorc'hañ hormonoù eo perzh an tirotropin, a zo kenderc'het gant ar gougorfenn |
Gourjadenn | |
Melatonin | Eneboksider, hunvreal, lusk trozeizat, reoliañ kenderc'hadur an hormonoù all |
Gougorfenn ziaraok | |
Prolaktin | Kenderc'hañ laezh, kreskiñ gwagrennoù ar bronnoù, degas hevoud goude un oriadell |
Somatropin | Lakaat ar c'horf da greskiñ, tennañ gremm diouzh an druzoni, kreskiñ ar c'hementad a sukr er gwad |
Hormon adrenokortikotropek | Broudañ ar c'henderc'hañ hormonoù gant ar gwagrennoù us-lounezh |
Hormon broudañ ar bolc'h | Er maouezed : broudañ azvedigezh ar bolc'h vierezel Er wazed : broudañ azvedigezh an tuellennoù spergaser, broudañ ar spermatogeniezh |
Hormon broudañ ar skoedenn | Broudañ kenderc'hadur ha dilaoskadur an tiroksin (T4) hag an triiodotironin (T3) |
Hormon luteinaat | Er maouezed : broudañ ar viañ ha stummadur ar c'horf melen |
Gougorfenn ziadreñv | |
Oksitokin | Buanaat ar gwilioud, angrizañ ar mammog, strinkañ ar plakenta, aesaat degorzhañ al laezh |
Vasopresin | Digreskiñ ar c'hementad a droazh |
Gougorfenn etre | |
Hormon broudañ ar melanokit | Broudañ kenderc'hadur ha dilaoskadur ar melanin e melanokit ar c'hroc'hen hag ar blev. |
Skoedenn | |
Triiodotiroin (T3) | Broudañ bevezadur an oksigen hag ar gremm dre greskiñ ar c'hennevid diazez. Broudañ an TDN bolimeraz 1 ha 2 a-benn broudañ kenaozadur ar protein. |
Tiroksin (T4) | Rakhormon an triiodotironin (T3). |
Benvegad koazhañ
kemmañHormonoù enborc'het | Gweredoù pennañ |
---|---|
Avu | |
Angiotensiogen | Gwazhiedstrishaat |
Angiotensin | Gwazhiedstrishaat |
Somatomedinin | Par da re an insulin : kreskiñ ar c'helligoù ha kreskiñ ar c'horf |
Tromboproietin | Broudañ kenderc'hadur pladanoù ar gwad |
Daouzegenn | |
Kolekistokinin | Laoskadur enzimoù koazhañ gant an ilgreiz |
Sekretin | Enborc'hadur bikarbonat gant an avu, an ilgreiz ha gwagrennoù Brunner an daouzegenn |
Lounezh | |
Kalkitriol | Stumm oberiant ar vitamin B3 – Kreskiñ euvradur ar c'halkiom hag ar fosfat gant ar benvegad koazhañ hag al lounezhi |
Eritropoietin | Broudañ kenderc'hadur an eritrokit |
Renin | Blivaat ar reizhiad renin-angiotensin-aldostreron a-benn reoliañ ar c'hempouez etre an ion Na+ hag an dour |
Trombopoietin | Broudañ kenderc'hadur pladanoù ar gwad |
Stomog | |
Endotelin | Argrezadur kigenn lenkr ar stomog |
Gastrin | Borc'hañ ar sugoù koazhañ |
Grelin | Broudañ an ilboued ha kenderc'hadur ar somatotropin |
Histamin | Borc'hañ ar sugoù koazhañ |
Neuropeptid Y | Kreskiñ ar c'hementad a voued debret ha digreskiñ an oberiezh fizikel |
Somatostatin | Herzel ouzh dilaoskadur ar c'holekistokinin, ar gastrin hag ar sekretin |
Ilgreiz | |
Glukagon | Glukogeniezh ha glikogeniezh en avu hag er c'higennoù, kreskiñ ar c'hementad a c'hlukoz er gwad |
Insulin | Dastum glukoz ar gwad, glikogeniezh ha glikorannadur en avu hag er c'higennoù Dastum lipidoù, kenaozañ triglikeridoù |
Polipeptid ilgreizel | Reoliañ arc'hwel ar borc'hañ en ilgreiz ha live ar glikogenoù en avu |
Somatostatin | Herzel ouzh dilaoskadur an insulin hag ar glukagon, herzel ouzh arc'hwel an ezborc'hañ en ilgreiz |
Gwagrenn us-lounezh | |
Androgenoù | Er maouezed : gourevaat (e.g. barv o kreskiñ), kenderc'hañ hormonoù revel goude ar eizigvan venevel (i.e. "tro an oad") Er wazed : efedoù gwanoc'h eget androgenoù ar c'helloù |
Glukokortikoidoù | Broudañ ar c'hlukogeniezh ha digevanaozadur an trenkennoù druz er gwiadoù behinel Herzel ouzh kevanaozadur ar protein, ouzh dastumadur ar glukoz er gwidaoù behinel, ouzh ar respontoù hangaeoniel hag enepfo |
Meinkortikoidoù | Broudañ adeuvradur an natriom el lounezhi, hag adeuvradur an dour enno a-benn kreskiñ ar c'hementad a wad ha neuze ar gwask talmerel |
Diabarzh ar wagrenn us-lounezh | |
Adrenalin | War-benn stourm pe dec'hel : kreskiñ ar c'hementad ag oksigen hag a c'hlukoz en empenn hag er c'higennoù, dre greskiñ lusk ar galon, dre wazhiedfrankaat, dre greskiñ trelusk ar glikogen en avu ha digevanaozadur al lipidoù er c'helligoù druz ; frankaat ar maboù-lagad ; herzel ouzh an argerzhioù bevedel a eil renk (e.g. ar c'hoazhañ) ; herzel ouzh ar respontoù hangaeoniel |
Dopamin | Kreskiñ lusk ar galon ha gwask ar gwad |
Enkefalin | Reoliañ ar respont ouzh ar boan |
Noradrenalin | War-benn stourm pe dec'hel : kreskiñ ar c'hementad ag oksigen hag a c'hlukoz en empenn hag er c'higennoù, dre greskiñ lusk ar galon, dre wazhiedfrankaat, dre greskiñ trelusk ar glikogen en avu ha digevanaozadur al lipidoù er c'helligoù druz ; prientiñ ar c'higennoù da respont ouzh urzhioù an empenn |
Ardivink-genel
kemmañHormonoù enborc'het | Gweredoù pennañ |
---|---|
Vierez | |
Androstenedion | Dindanad evit kenderc'hadur an estrogenoù |
Estrogenoù (estradiol pergen) |
Benevadur, buanaat ar c'hresk, buanaat ar c'hennevid, digreskiñ tolz ar c'higennoù, kreskiñ ar mammog, delc'her ar gwazhied hag ar c'hroc'hen e ratre, kreskiñ stummadur an eskern Kreskiñ kenderc'hadur ar protein en avu Gwellat kaouledigezh ar gwad, kreskiñ live ar c'holesterol HDL[1] hag an triglikeridoù, digreskiñ ar c'holesterol LDL[2] Reoliañ liveoù an natriom hag an dour, kreskiñ liveoù ar somatropin, kreskiñ ar c'hementad a gortizol hag a SHBG[3] Herzel ouzh fiñvoù ar bouzelloù, kreskiñ ar c'hementad a golesterol er vestl Kreskiñ ar c'hementad a feomelanin, digreskiñ ar c'hementad ag eumelanin[4] |
Inhibin | Herzel ouzh kenderc'hadur an hormon broudañ ar bolc'h |
Progesteron | Delc'her d'ar vrazezded : herzel ouzh ar respont hangaeel war-du ar rizhell, digreskiñ amgrezadur ar c'higennoù lenkr, herzel ouzh ar c'henderc'hañ laezh, herzel ouzh deroù ar gwilioudiñ Enepfo : digreskiñ oberiantiz ar gellenn vestl, reoliañ kaouledigezh ar gwad, reoliañ ar c'hementadoù a zink ha kouevr er gwad, reoliañ live an oksigen er c'helligoù, arverañ ar boniadoù druz evit genel gremm Broudañ oberiantiz ar skoedenn ha kresk an eskern Kreskiñ harzded ar c'henvelloù, ar c'hroc'hen, an eskern, an dent, ar muñsunoù, ar stagelloù hag ar stirennoù Broudañ ar c'hleizhennerezh dre reoliañ ar c'hollagen hag ar mielin |
Plakenta (brazezded) | |
Estrogenoù (estriol pergen) |
Damheñvel ouzh re ar progesteron |
Gonadotropin korionel denel |
Delc'her ar c'horf melen e ratre e deroù ar vrazezded, herzel ouzh ar respont hangaeel war-du ar rizhell |
Inhibin | Herzel ouzh kenderc'hadur an hormon broudañ ar bolc'h |
Laktogen plakentel denel | Kreskiñ kenderc'hadur an insulin |
Progesteron | (Gwelit vierez amañ a-uc'h) |
Mammog (brazezded) | |
Prolaktin | Kenderc'hañ laezh e gwagrennoù ar bronnoù |
Relaksin | Gwevnaat ha distenn ar mammog un nebeud devezhioù kent ar gwilioudiñ[5] |
Kell | |
Androgenoù (testosteron pergen) |
Kreskiñ tolz ar c'higennoù hag o nerzh, kreskiñ douester an eskern Gourevaat : azvedigezh an organoù revel, stummadur ar gousac'h, frankaat ar c'harloc'henn, kenderc'hañ barv ha blev war ar c'horf |
Estradiol | Herzel ouzh apoptosis[6] ar c'helligoù eginel |
Inhibin | Herzel ouzh kenderc'hadur an hormon broudañ ar bolc'h |
Organoù arall
kemmañHormonoù enborc'het | Gweredoù pennañ |
---|---|
Gwiadoù behinel | |
Estrogenoù (estron pergen) |
Er maouezed : kizidigezh pe boan er bronnoù, heugennoù, poan-benn, uswask talmerel, glizi en divhar Er wazed : heugennoù, dislonkadennoù, disnaon, direizhioù ar sonnañ |
Leptin | Digreskiñ an ilboued ha kreskiñ ar c'hennevid |
Kalon | |
Peptid natriuretek empennel | Digreskiñ ar gwask talmerel, ar c'hementad a zour, a natriom hag a lipidoù er c'helligoù |
Peptid natriuretek kentezel | Kreñvoc'h eget ar PNE : digreskiñ ar gwask talmerel, ar c'hementad a zour, a natriom hag a lipidoù er gwazhied |
Mel an eskern | |
Trombopoietin | Broudañ ar megakariokit da genderc'hañ pladanoù ar gwad |
Reolerezh ar c'halkiom
kemmañHormonoù enborc'het | Gweredoù pennañ |
---|---|
Kroc'hen | |
Kalkidiol | Stumm dioberiant ar vitamin D |
Paraskoedenn | |
Hormon ar baraskoedenn | Kalkiom : broudañ dilaoskadur an ion Ca++ gant an eskern, kreskiñ ar c'hementad a Ca++ er gwad, broudañ adeuvradur an ion Ca++ el lounezhi, broudañ kenderc'hadur ar vitamin D el lounezhi Fosfat : broudañ dilaoskadur an ion PO3-4 gant an eskern, kreskiñ neuze ar c'hementad a PO3-4 er gwad, herzel ouzh adeuvradur an ion PO3-4 gant al lounezhi, boc'hañ neuze muioc'h a PO3-4 |
Levrlennadur
kemmañ- Jacques Decourt (1972), Les glandes endocrines, Presses Universitaires de France (Que sais-je ? niv. 523, peurwerzhet)
- Dastumad Ces hormones qui nous gouvernent (1990), Pour la Science, ISBN 978-2-902918-59-1La chimie féminine
- Jean-Paul Dupouy (1998), Hormones et grandes fonctions, Ellipses, levrenn 1 ISBN 978-2-7298-9282-1, kevrenn 2 ISBN 978-2-7298-9318-7
- Philippe Bouchard & René Frydman (2006), La chimie féminine – Pour et contre les hormones – Odile Jacob, ISBN 978-2-7381-1694-9
- Henri Joyeux (2007), Femmes, si vous saviez – Des hormones, de la puberté à la ménopause, F.-X. de Guibert, ISBN 978-2-7554-0197-4
- René Cacan (2008), Régulation métabolique – Gènes, enzymes, hormones et nutriments, Ellipses, ISBN 978-2-7298-3893-5
- Robert Barone & Paul Simoens (2010), Anatomie comparée des mammmifères domestiques, levrenn 7 : Système nerveux périphérique, glandes endocrines, Esthésiologie, Vigot, ISBN 978-2-7114-0409-4
- Louise Cossette (2012), Cerveau, hormones et sexe – Des différences en question, Remue-Ménage, ISBN 978-2-89091-437-7
- Sylvie Demers (2013), Hormones au féminin, Éditions de l'Homme (sic), ISBN 978-2-7619-3701-6
Notennoù
kemmañ- ↑ HDL : High Density Lipoprotein, "Lipoprotein UhelDouester (LUD)"
- ↑ LDL : Low Density Lipoprotein, "Lipoprotein IzelDouester (LID)"
- ↑ SHBG : Sex Hormone-Binding Globulin, anezho protein en em stag ouzh an hormonoù revel (an estradiol hag an testosteron pergen) a-benn herzel ouzh o gweredoù. Seul nebeutoc'h a SHBG er gwad, seul oberiant an hormonoù revel eta.
- ↑ Feomelanin : livegenn velanek teñval, du pe gazugell teñval
Eumelanin : livegenn velanek sklaer, gell, melen pe ruz - ↑ Er sper ivez ez eus un nebeud relaksin, a-benn aesaat red ar spergelligoù war-du ar vierez
- ↑ Apoptosis : marv raksteuñvet ur gellig