Hosti non solum dandam esse viam ad fugiendum, sed etiam muniendam
Hosti non solum dandam esse viam ad fugiendum, sed etiam muniendam zo ul lavar latin hag a zispleg eo ret aesaat d'an enebour kaout tu da dec'hel betek reiñ arc'hant dezhañ (Sextus Julius Frontinus, Strategemata, liber IV, De variis consiliis).
Hervez Frontinus e vefe bet lavaret ar frazenn gant Publius Cornelius Scipio anavezet evel Skipion an Afrikan.
Tennañ a ra un tamm d'ar c'hrennlavar italianek A nemico che fugge ponti d'oro.
An enebour a wel ne chom dezhañ nemet tec'hel a sikour an trec'hour, met ma wel n'hall ket saveteiñ e vuhez (Una salus victis, nullam sperare salutem), e stourmo kalonekoc'h hag e vo diaesoc'h dont a-benn anezhañ.