Sextus Julius Frontinus
Sextus Julius Frontinus (c. 40 – 103) a oa ur skrivagner latin ha politiker roman er Iañ kantved. Jeneral e voe dindan an impalaer Domitianus, e penn an nerzhioù roman e proviñs Britannia ha war harzoù ar Roen hag an Danav.
Buhezskrid
kemmañE deroù ar bloaz 70, dindan ren Vespasianus, e oa pretor e Roma. E zilez a roas ha lezel e blas gant Titus Flavius Domitianus.
Kaset e voe goude da C'halia ha Germania, etre 71 ha 73, da lakaat ar peoc'h e bro al Lingoned. Konsul e voe teir gwech : suffectus e 74, suffectus e 98, ha dilennet e 100 da heul an impalaer Traianus III.
Jeneral e voe, e penn an armeoù roman en Enez Vreizh hag anvet e voe da c'houarnour proviñs Britannia eus 76 betek 78, dindan an impalaer Vespasianus, war-lerc'h Cerialis. Eno e trec'has ar Silured, e Kembre a hiriv.
Skridoù
kemmañ- Strategemata : diwar-benn gwidreoù ar brezel.
- De Aquaeductu urbis Romae : diwar-benn doursanoù kêr Roma.