Quintus Petillius Cerialis
Quintus Petilius Cerialis a oa ur jeneral roman e penn al Legio IX Hispania, en arme Aulus Plautius, gouarnour roman kentañ e proviñs Britannia, etre 57 ha 61.
E-kerzh brezel Boudika hag an Ikened, Petilius Cerialis, prefed Legio IX Hispania, a gas dre hast adstrolladoù e lejion eus Lindum / Lincoln war sikour Camulodunum / Colchester ha Londinium / Londrez. Mes e soudarded troadeien a zo pilet ha drailhet gant ar Vretoned dreist kounaret. Gellout a ra Petilius d'en em sachañ gant e varc'hegiezh en ur dont en dro a-dizh d'e greñlec'h Lindum / Lincoln, ha chom stanket e-barzh betek fin ar brezel.
E-kerzh brezel diabarzh Roma, goude marv Nero, Cerialis a ya a du gant Vespasian, goude trec'h hemañ war Vitellius, e Cremona.
Degouezhet impalaer, Vespasian e lak Petilius e penn an arme Breizh.
Evit lakat peoc'h gant dispac'hadeg an armeoù Germania, kaset gant Civilis ha Classicus, Petilius Cerialis a gemer kêrioù Trier ha Mainz.
Goude se Petilius a zo savet gouarnour Breizh e 71.
Mont e ra neuze da vrezeliñ a-enep ar vBriganted kaset gant Venutius, ozhac'h Cartimandua, diemglev ganto. Harpet eo gant ar jeneral Agricola.
E 74, staliet eo arme roman e Eburacum / York.
Goude se, e 74, Sextius Julius Frontinus a zo lakaet gouarnour proviñs Britannia en e blas.
Petilius Cerialis e oa mab-kaer da Vespasian.