Hulst (distagañ : [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Zeeland en Izelvroioù. 251,09 km² eo gorread Hulst (douar : 201,48 km², dour : 49,61 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 27 907 annezad enni.

Lec'hiadur Hulst
Ardamez Hulst
Krugell an oadoù (01/01/2008)

Dasparzh an annezidi e kumun Hulst

kemmañ

(Niveroù miz Genver 2007)

Hulst 10 742
Kloosterzande 3292
Sint Jansteen 3196
Clinge 2551
Vogelwaarde 1973
Heikant 1148
Nieuw-Namen 1033
Graauw 909
Hengstdijk 746
Lamswaarde 562
Terhole 511
Walsoorden 391
Kapellebrug 390
Ossenisse 332
Kuitaart 241
 
Kartenn ar c'hreñvlec'h

Roet e voe gwirioù-kêr da Hulst en XIIvet kantved.

E 1645 e voe sezizet Hulst : bezañ mestr war ribl kleiz ar stêr Schelde a oa kaoz d'ar seziz-se. Kaset e voe gant Frederik Hendrik, e-pad Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz (1568–1648) a-enep Spagn.

Ur c'hreñvlec'h dezhañ stumm ur steredenn a voe savet er XVIIvet kantved[1]. Ur skouer eus arktitektouriezh ar c'hreñvelc'hioù eun Izelvroioù eo.

Kuzul-kêr

kemmañ

E kuzul-kêr Hulst ez eus 21 dileuriad :

  • PvdA : 5 dileuriad
  • CDA : 4 dileuriad
  • Groot Hontenisse : 3 dileuriad
  • Progressief Hulst : 3 dileuriad
  • Algemeen Belang : 2 zileuriad
  • Gemeenschappelijk Belang : 2 zileuriad
  • SP : 1 dileuriad
  • VVD : 1 dileuriad

Notenn

kemmañ
  1. Geschiedenis van Hulst. Hulst Vestingstad.

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.