Hybris (mitologiezh)

Hybris (ὕϐρις Hybris en henc'hresianeg), zo un doueez, pe droukspered, eus gwengelouriezh Hellaz, hag alegorienn al lorc'h divuzul, an emzalc'h feuls, ha hini kement tra divuzul kenkoulz all[1].

Hervez Aesc'hulos e oa merc'h da Dyssebeia (an Dizeoliezh)[2], hervez Caius Julius Hyginus e oa merc'h da Nyks, (an Noz) ha d'an Erebos.

E Roma e oa anvet Petulantia, hag e oa droukspered al lorc'h diskiant.

Notennoù

kemmañ
  1. Pennad el lec'hienn Theoi
  2. Aesc'hileüs, Eumenidezed, 532