Iași (distaget [jaʃʲ] e roumaneg) zo ur gêr vras e reter Roumania. Pennlec'h distrig Iași eo. Ur gêr a bouez bras eo bet a-hed istor Roumania, war dachenn ar sevenadur ha war dachenn an armerzh. Kêr-benn Priñselezh Moldavia e voe eus 1564 betek 1859, kêr-benn Priñselezhioù Unanet Moldavia ha Valakia etre 1859 ha 1862, ha kêr-benn Rouantelezh Roumania etre 1916 ha 1918.

Iliz-veur Iași

E Roumania eo anavezet evel "Kêr-benn sevenadurel" ar vro. Ha pouezus eo bet en istor ar vro. Kreizenn armerzhel ha kenwerzhel reter Roumania eo, ar vro anvet Moldavia[1].

E 2011 e oa 290 422 a dud o chom e Iași, pevare kêr vrasañ Roumania. E 2012 e oa 382 484 a annezidi en tolpad kêrioù tro-dro[2].

E Iași emañ koshañ skol-veur Roumania ; er pemp skol-veur bublik a zo e kêr ez eus 60 000 studier[3]. Ur c'hoariva zo, C'hoariva Broadel Vasile Alecsandri (an hini koshañ e Roumania), ul laz-seniñ, un opera, ul liorzh-plant (an hini goshañ hag an hini vrasañ er vro), meur a virdi, a greizenn sevenadurel hag a vonumant a bep seurt.

Notennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.