Idwal ap Cadwaladr (Ituvellus er skridoù latin, Judwald er skridoù saoznek kozh), anavezetoc'h evel Idwal Iwrch (Yuzwal Yourc'h, e brezhoneg), ganet war-dro 650 ha marvet e 720, a voe roue Gwynedd adalek 682 pe seik.

Mab e oa da Gadwaladr Fendigaid (Kadwalaer Benniget), roue Gwynedd.

E-kerzh e ren eo e kreskas hag e kreñvaas rouantelezh Saozon Mercia, e amezeion er reter. Soñjal a reer en em glevas gant Brezhoned Powys da vont d'ober troiadoù brezel dre eno, en amzer ar roue saoz Coenred.

Pried ha bugale kemmañ

Dimezet e oa da Angharad Breizh, un iskis a anv: Angharad n'eo ket un anv a gaved e Breizh.

E vab Rhodri Molwynog ap Idwal an hini a voe roue war e lerc'h.

En e raok:
Cadwaladr Fendigaid
Rouantelezh Gwynedd
 
682720
War e lerc'h:
Rhodri Molwynog ap Idwal

Pennad kar kemmañ