Ieng Sary (Kmereg: អៀង សារី;), ganet d'ar 24 a viz Here 1925 hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Meurzh 2013, a oa bet kengrouer ha rener ar Khmered ruz hag unan eus pennoù bras ar Gouennlazh kambodian. Ezel eus ar strollad komunour e voe adalaek 1960. E Pariz e reas anaoudegezh gant Pol Pot. Ministr Aferioù Diavaez Kambodja e voe e 1975. Lesanvet e oa Breur niverenn tri, dre ma oa an trede en urzh an aozadur goude Nuon Chea ha Pol Pot.

Ieng Sary
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKambodja Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denអៀង សារី Kemmañ
Anv ganedigezhKim Trang, Ким Чанг Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Her 1925 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMekong Delta Kemmañ
Deiziad ar marv14 Meu 2013 Kemmañ
Lec'h ar marvPhnom Penh Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvheart failure Kemmañ
Lec'h douaridigezhMalai District Kemmañ
PriedIeng Thirith Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Kondaonet evitgouennlazh Kemmañ
Micherpolitiker, diplomat Kemmañ
Kargforeign minister Kemmañ
Bet war ar studi eLycée Condorcet, Institut d'études politiques de Paris, Lycee Sisowath Kemmañ
Ieng Sary (2010)

E 1996 ez eas digant tu Pol Pot ha digastizet e voe gant ar Roue. E wreg, Ieng Thirith (ganet Khieu), a oa ebt er Gouarnamant kmer evel maodiern an aferioù sokial. Ieng Sary a oa bet harzet e 2007 ha tamallet torfedoù a-enep Mab-den. Marvet e oa gant un taol-kalon a-raok ma vije barnet da vat an afer.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.