Banniel Euskal Herria
An ikurriña pe ikurrina, pe c'hoazh Euskal Herriko bandera, eo banniel Euskal Herria, da lavarout eo bro ar seizh proviñs euskarat. Banniel ofisiel Kumuniezh Emren Euskadi (Euskal Autonomia Erkidegoaren bandera) eo ivez abaoe 1979.
Istor
kemmañKrouet e voe ar banniel en 1894 gant an daou vreur Luis ha Sabino Arana, diazezer ar Partido Nacionalista Vasco, ha da gentañ e oa mennet da vezañ hini Bizkaia hepken. Levezonet eo bet tresadenn ar banniel gant hini ar Rouantelezh-Unanet ha banniel ardamezek Navarra. Evel-henn e vez displeget ster ar banniel bremañ:
- ar groaz wer a zo evit dervenn Gernika, arouez frankiz ar vro;
- ar groaz wenn a zo evit ar gatoligiezh, relijion bennañ tud ar vro;
- ar foñs ruz a zo evit ar bobl vask.
Banniel ofisiel gouarnamant Euskadi e oa en 1936. Berzet e oa e-pad marevezh Franco en Hegoalde. Goude e voe lakaet da arouez ar seizh proviñs, ha pa voe savet Kumuniezh Emren Euskadi e voe kemeret da vanniel ofisiel.
Implijet e vez e Navarra hag en Iparralde ivez daoust ma n'eo ket ofisiel eno.
En Navarra n'eus nemet banniel Navarra a zo ofisiel, hag en Iparralde n'eo ket anavezet gant an ensavadurioù goude ma vez implijet gant an dud met gwintet e vez war meur a di-kêr.
-
Ardamezioù Bizkaia gant an dervenn he deus roet al liv d'ar groaz wer
-
Banniel ar Rouantelezh-Unanet en deus awenet an dresadenn
-
Banniel ardamezek Nafarroa en deus awenet an dresadenn ivez
-
Tres kentañ ar banniel: Banniel Sabino Arana