Il pleut sur Santiago
Il pleut sur Santiago ("glav a ra war Santiago") zo ur film gall-bulgarat sevenet gant Helvio Soto, hag embannet e 1975. Ar film diwezhañ eo da vezañ bet produet gant Les films Marquise, ti embann Jacques Charrier ha Jean-Claude Brialy, he doa graet freuzstal goude ma vije bet un taol fall a-fed kenwerzh gant ar film.
Istor
kemmañAr film a daolenn taol-stad an 11 a viz Gwengolo 1973 e Chile, a oa bet kroget gant ar c'hemennad kodet « glav a ra war Santiago », skignet war ar radio diwar atiz an emsavidi, evit ar soudarded.
Aktourien
kemmañ- John Abbey : an ajant CIA stadunanat
- Bibi Andersson : Monique Calvé
- Nicole Calfan : merc'h Allende
- Riccardo Cucciolla : Augusto Olivares
- André Dussollier : Hugo
- Bernard Fresson : Pedro Vuskovic (ur ministr)
- Maurice Garrel : Jorge González
- Annie Girardot : Mireya Latorre (gwreg Augusto Olivares)
- Patricia Guzmán : ar studierez
- Serge Marquand : ar jeneral Lee
- Olivier Mathot : ar politikour
- Henri Poirier : Augusto Pinochet
- Laurent Terzieff : Calvé
- Jean-Louis Trintignant : ar senedour
- Dimitar Buynozov : penn ar gward
- Naicho Petrov : Salvador Allende
- Vera Dikova : gwreg Jorge
- Dimiter Guerasimof : ar c'haner
Degemer
kemmañDegemeret fall e oa bet ar film ha betek bezañ kaoz da freuzstal an ti-embann filmoù Les film Marquises. Ma 'z eo gwir-tre a-fed fedoù istorel an adsevel daou vloaz war-lerc'h an taol-stad, an doare da gontañ an istor zo bet kavet abeg ennañ ha kavet re zramaek ha re eeunek[1].