Ilan (skrivet Ylan e skridoù kozh a-wechoù) a oa ur sant eus kreisteiz Kembre. Ne ouzer ket kalz a dra diwar e benn.

Iliz Sant Ilan, etre Pontypridd hag Ystrad Mynach.

Un iliz zo gouestlet dezhañ en Eglwys Ilan, etre Pontypridd hag Ystrad Mynach. Meneget eo ar barrez-se e Levr Llandaf, gant an anv "Merthyr Ilan".

Lec'hioù all a gaver an anv "Ilan" enno, evel Trefilan, e Ceredigion, ha Bod Ifan, e Meirionnydd. E Breizh e adkaver an anv "Ilan" e Sant-Ilan, e Langaeg hag e Koatilan e Plougraz.

Lidet e vez gouel Sant Ilan d'ar 26 a viz Du[1].

Notennoù

kemmañ
  1. Goueler Kelt, Turiaw ar Menteg