Illowra Battery a zo ur greizenn bunkerioù hag a servije da arme Aostralia evel lec'h kanolierezh arvorel ha lec'hiet en Dorgenn 60, Port Kembla, e Sukembre-Nevez en Aostralia. Savet e oa bet e 1942 ha lakaet er servij e-kerzh an Eil Brezel-bed. Brudet eo ivez gant an anv Hill 60 Battery. Sañset eo ul lec'h difennet d'an dud evit al lodennoù dindan zouar met ul lec'h a zesach an ergerzherien gêrel eo deuet da vezañ.

Illowra Battery
StadAostralia Kemmañ
E tiriadWollongong Kemmañ
Lec'hPort Kembla Kemmañ
Daveennoù douaroniel34°29′29″S 150°54′58″E Kemmañ
Map

An aod dindan ar greizenn bunker a veze implijet gant aborijened Aostralia evel lec'h pesketa evit ar c'henwerzh. E fin ar bloavezh 1941 e oa bet kroget da sevel un greizenn bunkerioù gant ribinoù lies dindan zouar ha bunkerioù evit degemer kanolioù arvorel 6" Mk XI, daou hervez ar steuñv diazez. Echuet e oa bet ar sevel e miz C'hwevrer 1942 gant daou ganol hervez ar pezh a oa bet soñjet ober.

Lesanvioù hep diazez istorel

kemmañ

Meur a lesanv a gaver hiziv-an-deiz evit al lec'h met ar re-se n'o deus diazez istorel ebet: Kembla Battery, Wollongong Battery pe Hill 60 Battery.

Lec'h diazez ar c'hanolioù e miz Here 1944 (a-gleiz) hag hiziv (a-zehoù).
Ar c'hanol Niverenn 1, poltred eus miz Here 1944 (kleiz), hag ur sell hiziv-an-deiz (dehoù).

Liammoù diavaez

kemmañ