An ilpenn zo ul lodenn eus ar mel-penn, lec'hiet dindan an empenn (pe, resisoc'h, dindan an dolbezenn gilpenn) hag a-dreñv ar c'hef. Dispartiet eo diouzh an empenn gant telt an ilpenn. An holl vellkeineged o deus un ilpenn hag ur framm damheñvel zo gant ar c'hefalopoded. Meur a roll en deus e kenurzhiañ ar fiñvadennoù, er skiantoù, er santadoù...

Gwel teirmentek an ilpenn (e ruz)
Empenn un den gant an ilpenn e roz

Deskrivadur

kemmañ

Ur framm saezh-heñvel ha strizh, ar preñv, hag an div hanterenn-ilpenn a bep tu da hemañ a ya d'ober an ilpenn. Teir c'hordennig, anvet treid (izelañ, krenn hag uhelañ) an ilpenn, a stag anezhañ ouzh ar c'hef empenn.

Diabarzh an ilpenn

kemmañ

Un danvezenn wenn gronnet gant un danvezenn c'hris ha roufennek (ar bluskenn) a ya d'ober an ilpenn.

Skarroù kengreiz don pe donoc'h a weler war c'horre an ilpenn. Teir zolbezenn zo bevennet gant ar skarroù donañ ha 10 flipezenn (tolbezennoù bihan) gant eilskarroù.

Roll an ilpenn

kemmañ

E roll anavezetañ eo kenurzhiañ ar fiñvadennoù, lakaat anezhe da vezañ resis ha da c'hoarvezout e koulz. Resev a ra kemennadennoù a-berzh ar reizhiadoù skiantel ha lodennoù all eus an empenn hag ar mel-livenn. Diouzh ar c'hemenadennoù-se e kav ar jestroù a glot gant an ezhomm. Alese n'eo ket seizi a c'hoarvez pa vez gloazet an ilpenn met dizurzh er fiñvoù, er c'hempouez, e dalc'h ar c'horf.