Mel-livenn

Ar mel-livenn zo ul lodenn eus ar reizhiad nervel kreiz, dindan ar c'hef empenn. Emañ ar mel-livenn e kanol ar mellkein a dalc'h hag a warez anezhañ. Neuron ha kelligoù glia a ya d'ober anezhañ hag e roll pennañ eo treuzkas kemennadennoù nervel etre an empenn hag ar peurrest eus ar c'horf. Ur greizenn nervel emren eo ar mel-livenn ivez : gouest eo da zielfennañ kemennadennoù simpl ha reiñ urzhioù da lec'hioù resis eus ar c'horf.

Ar reizhiad nervel kreiz (2), gant an empenn (1) hag ar mel-livenn (3)

KorfadurezhAozañ

 
Ar mel-livenn gronnet gant al livenn-gein

Daou volzadur a c'heller gwelet er mel-livenn :

Un troc'h a-dreuz er mel-livenn a lak war-wel div lodenn :

  • tro-dro : an danvezenn wenn, aksonoù an neuron skiantel ha lusker enni
  • e-kreiz : an danvezenn c'hris, stumm ur valafenn dezhi, korfoù kelligel an neuron enni

An teir filhonenn a c'holo hag a warez ar mel-livenn zo anvet (eus an diavaez war-zu an diabarzh) : pilhonenn dev al livenn, ar bilhonenn gevnidek ha pilhonenn danav al livenn. Astennoù int da bilhon an empenn. Er gavenn edan-gevnidek ez eus ul liñvenn, anvet liñvenn empenn-mel.