Impalaeriezh Mali
Impaleriezh Mali (Mandingeg: Nyeni pe Niani), anvet raloc'h ar Manden Kurufaba ha berraet e Manden, a oa un impalaeriezh e kornôg Afrika a badas eus 1230 betek 1670.
An impalaeriezh a oa bet savet gant Sundiata Keita ha brudet e voe dre mestroni ar pennoù uhel evel Musa Keita. Yezhoù mandingek a veze komzet en impalaeriezh. Bez e voe an impalaeriezh vrasañ e Kornôg Afrika hag hiziv-an-deiz c'hoazh e chom e skeud dre ar yezh, lezennoù hag hengounioù.
Darn eus an anaoudegezhioù a zo deuet betek ennomp war an impalaeriezh-se zo deuet dre an istorourien arab dreist-holl, evel Ibn Khaldun er 14vet kantved. Ar beajour marokan Ibn Battuta, er 14vet kantved, hag ar beajour marokan Leo Africanus, er 16vet kantved, o deus bet skrivet ivez a-zivout impalaeriezh Mali. Ar vammenn bennañ all eo an hengoun dre gomz Mandinka, dre istorioù ar gonterien.
Melestradurezh
kemmañImpalaeriezh Mali a oa ledet war douroù lies ha war ul lujad amzer hir pelloc'h evit forzh peseurt Stad all e Kornôg Afrika abaoe. Diazez ar badelezh-se a zo da gavout en ur velestradurezh fin ha digreizennet. Hervez ar skrivagner eus Burkina Faso Joseph Ki-Zerbo, seul belloc'h ez ae unan bennak eus Niani, seul wanoc'h e oa galloud ar mansaoù. Galloud an impalaeriezh a chome memestra, ar mansa a rae war-dro an tailhoù moneizh hag a dalc'he galloud met hep mont re bell evit chom hep kaout emsavadegoù pe c'hoantoù disrann o sevel.
-
Pajenn dornskrivet eus Tombouktou
-
Levr gant Nasir al-Din Abu al-Abbas Ahmad ibn al-Hajj al-Amin al-Tawathi al-Ghalawi's Kashf al-Ghummah fi Nafa al-Ummah.
-
Ur bajenn a denn d'an astronomiezh