Implijer:Diaoulig/Brouillon

Skol-Veur Aberystwyth

kemmañ
  • Kentañ skol-veur a zo bet a-viskoazh e Kembre eo Skol-Veur Aberystwyth, e kontelezh Ceredigion. E 1872 e tigoras ar skol-veur-se, e savadur ar « Castle House », ur leti dirak ar mor. Thomas Charles Edwards e oa ar rener kentañ, hag e krogas 26 studier da studiañ eno. Hiziv an deiz e vez ouzhpenn 7 000 a studierion bep bloaz, en o zouesk tost da 2 000 anezhe a Gembre, hag ouzhpenn 1 100 anezhe ivez oc’h ober un doktorelezh. Bez ez eus triwec’h departamant akademikel hag a gelenn danvezioù liesseurt. An departamant kembraeg hag an departamant etrebroadel eo an daou zepartamant brudetañ ag ar skol-veur.
  • Castle House e oa ar savadur kentañ bet war tachenn ar skol-veur. Savet eo bet diwar c’houlenn Sir Uvedale Price evit e wreg tro-dro 1795, gwerzhet meur a-wezh da c’houde hag astennet en ur doujañ ouzh an doare orin betek ar bloavezhioù 1860. Abalamour da ziorren an treñ o tont a vMachynlleth e oa prest Aberystwyth da vezañ ur lec’h vakañsiñ. Prenet e oa bet Castle House evit dont da vezañ ul leti diouzh ar c'hiz, pompadus e 1864 gant an hini karget a ziorren an hent houarn. Siwazh dezhañ, goude bezañ dispignet 80 000 lur saoz e oa deuet da vezañ re vresk e gerzh. Ne oa skol-veur ebet e Kembre d’ar c’houlz-se. Hugh Owen a hente ar strivoù da sevel ur skol-veur e Kembre. Gant skoazell entanet ar chapelioù Protestant dizalc’h, e oa bet dastumet arc’hant diwar chakodoù tud maezioù Kembre, gant mengleuzierion hanternoz Kembre da gentañ. 5 000 lur saoz oa bet dastumet a-raok kreiz ar bloavezh 1865. Implijout a reas poellgor Hugh Owen an dro da brenañ savadur ar “Castle House” dre baeañ 10 000 lur saoz evitañ e miz meurzh 1867. Goude bezañ dastumet muioc’h a arc’hant e teuas a-benn an emsavidi da zigeriñ “y Coleg Ger y Lli” (ar c’hampus dirak ar mor) e 1872. Istor ar c’hampus-se zo leun a draoùigoù laouen pe gris, evel an tan-gwall e 1885 a lazhas tud. Diorren a reas skol-veur kentañ Kembre e meur a gampus, hini Llanbadarn Fawr, hag hini Penglais e lec’h ma vez lod vrasañ ag ar c’hentelioù hag sez ar skol-veur ivez. Deuet eo “y Coleg Ger y Lli” ur lec’h goullo an darn vuiañ ag an amzer e lec’h ma vez roet dreist holl kentelioù nann-akademek, evit an dud deuet, goude m’eo bet kuitet ar lec’h gant an departamant kembraek e dibenn 2013.

Plas ar c’hembraeg

kemmañ
  • Daoust a ma vez buhez ar skol veur e saozneg peurvuiañ, ur lod vad ag ar c’hentelioù vez kinniget e kembraeg. Gallout a ra an neb daremprediñ e kembraeg gant ar melestradur (pe goulenn unan a vefe gouest da gomz). Betek 2014, bez e oa ar savadur Pantycelyn, ur lec’h kembraeg penn da benn e lec’h ma oa abadennoù, ti-debriñ, kambreier e lec’h ne veze klevet yezh ar vro nemetken. Ar fed m’eo bet serret hep bezañ kinniget un dra par en e lec’h a ziskouezh pegen diseblant ouzh dazont ar yezh e c’hell bezañ pennoù bras Kembre, siwazh. Bep bloaz e vez teir pe beder sonadeg meur (hag a-vremañ) e yezh ar vro aozet gant an UMCA e barzh savadurioù ar skol veur, hag e chom yac’h a-walc’h stad ar yezh e touez ar studerion dre m’eo Aberystwyth ker-greiz ar vro gembraeg.

Yezhoù keltieg all

kemmañ
  • Skol-Veur-Aberystwyth eo ar skol-veur nemeti e lec’h ma vez kinniget teir yezh geltiek. Neuze, abalamour d’an dra-se ha d’ar liammoù ERASMUS e c’heller daremprediñ gant tud gouest da gaozeal brezhoneg ha gant tud gouest d’ober gant un doare Iwerzhoneg.