Implijer:Lekemok/IndyCar2020
An NTT IndyCar Series 2020 a vo 25vet bloaz an IndyCar Series ha 99vet kevezadeg ofisiel ar redadegoù rodoù-digor amerikan. Josef Newgarden eo ar c'hampion en titl tra m'eo Honda ar saver kampion en titl. Ar bloaz kentañ dindan ren Penske eo abaoe m'eo bet prenet ar gevezadeg gantañ e fin 2019.
Nevezinti
kemmañ- D'ar 24 a viz Mae 2019 e voe disklêriet gant an IndyCar Series e vije staliet ur warezadenn kokpit a vesk asambles an Aeroscreen hag an Halo a vez implijet e Formulenn 1 adalek 2020. Savet gant Red Bull Advanced Technologies e vo ar warezadenn-se asambles gant Dallara. Klask a raed gwellaat surentez ar vlenierien gant ur sistem a lakaio tammoù torret da vezañ kaset kuit eus penn ar vlenierien[1].
- D'an 3 a viz Du 2019 e voe embannet en doa prenet Roger Penske, perc'henner Team Penske an Indianapolis Motor Speedway hag an IndyCar evel kevezadeg. Embann a reas Penske ne vije ket strategour leun-amzer evit e skipailh ken[2] Echuet e voe pep tra d'ar 6 a viz Genver 2020. Penske ne voe ez-ofisiel nemet ar pevare perc'henner eus an Indianapolis Motor Speedway, ar wezh kentañ abaoe 1946 e vije cheñchet perc'henner gant an troiad[3].
Skipailhoù ha blenierien
kemmañEmbannet e oa bet e redje ar skipailhoù hag ar vlenierien da heul en NTT IndyCar Series 2020. An holl a implijo ar c'hastell-karr Dallara IR18 gant ar memes kit aero hag ar memes bandennoù-rod Firestone. Kemmañ a c'hell al listennad-se ober c'hoazh dre ma n'eo ket echuet ar bloaz hag abalamoir d'ar bedreuziad kurunvirus.
Cheñchamantoù skipailh
kemmañ- Embannet e voe gant ar skipailh Formulenn 1 McLaren Racing d'ar 1añ a viz Eost 2019 e redje leun-amzer er gevezadeg 2020 ar gevred gant Arrow Schmidt Peterson Motorsports dindan an anv Arrow McLaren Racing SP.[13] Daou vlenier leun amzer a vo[41] Abalamour d'an dra-se e voe echu gant ar c'hevrad gant Honda evit leuskel Chevrolet da bouyrveziñ ar skipailh Schmidt Peterson Motorsports.[13] Embannet e voe d'ar 25 a viz Here ul logo evit ar skipailh nevez hag ofisielaet an anvArrow McLaren SP[42].
- D'ar 21añ a viz Gwengolo 2019 e voe embannet gant Andretti Autosport e vije lakaet da redek ur pempvet oto evit Colton Herta dindan an anv Andretti Harding Steinbrenner Autosport, a-gevred gant Mike Harding ha George Michael Steinbrenner IV diwar ludu ar skipailh-bet Harding Steinbrenner Racing[43].
- D'an 2 a viz Du 2019 e voe disklêriet gant Meyer Shank Racing, ur skipailh en doa redet darn-amzer e 2017, 2018, ha 2019, ez aje war-zu ur programm leun-amzer e 2020 gant Jack Harvey. Dalc'het e voe ar c'heflusker Honda hag ur c'hevrad teknikel a voe sinet gant Andretti Technologies goude daou vloaz a gevrad gant Schmidt Peterson Motorsports[44].
- D'an 19 a viz Kerzu 2019 e voe embannet gant Dale Coyne Racing ur c'hevrad gant trec'hourien 24 eurvezh ar Mañs 2004 Team Gohda lakaat Álex Palou da redek a-hed ar bloaz.[20]
- D'ar 24 a viz Kerzu 2019 e voe embannet gant DragonSpeed un deiziadur ennañ c'hwec'h redadeg e 2020, en o zouez ar 104 Indianapolis 500. Goude ma oa bet soñjet redek gant blenier 2018 Ben Hanley[45] ne voe roet anv blenier ebet en embannadenn miz Kerzu.[22] D'an 13 a viz Genver 2020 e voe embannet e vleinje Hanley evit redadeg gentañ ar gevezadeg e St. Petersburg.[46] D'an 20 a viz Mae 2020 e voe skrivet gant David Malsher-Lopez eus Motorsport.com edo DragonSpeed o prederiañ war e zeiziadur en IndyCar evit komañs d'an Indianapolis 500, ar redadegoù ouzhpenn o vezañ dalc'h o enrolladur e kevezadegoù all (European Le Mans Series ha WeatherTech SportsCar Championship).[23]
- D'ar 7 a viz Genver 2020 e voe lavaret gant Dreyer & Reinbold Racing da RACER e oant o vont da astenn o frogramm a beder redadeg e 2020. Ar perc'henner Dennis Reinbold a embannas e tistroje Sage Karam gant ar skipailh e 2020, hep lavaret evit ped a redadeg na pere.[24] D'an 10 a viz Genver e voe resisaet gant Reinbold o komz d'ar gelaouenn IndyStar e vleinje Karem e St. Petersburg, Indianapolis, ha Toronto.[26]
- D'ar 21añ a viz C'hwevrer 2020, Citrone/Buhl Autosport, ur c'hevrad etre Nick ha Robert Citrone ha Tom ha Robbie Buhl, a embannas o c'hoant da vont a-gevred gant ur skipailh a oa anezhañ c'hoazh evit redek en IndyCar Series er GMR Grand Prix ha klask titliñ en Indianapolis 500 2020. D'ar 27 a viz C'hwevrer 2020 e embannas Rahal Letterman Lanigan Racing ur c'hevrad gant Citrone/Buhl Autosport da lakaat Spencer Pigot da vleniañ o oto er GMR Grand Prix hag en Indianapolis 500[47].
- D'an 2 a viz Even 2020 e voe disklêriet gant Carlin ne redo ket o oto N°. 31 en Texas abalamour da gudennoù arc'hant[48].
Cheñchamantoù blenier
kemmañ- D'an 8 a viz Here 2019 e voe embannet gant Chip Ganassi Racing e redo Marcus Ericsson ganto, o vont kuit eus Arrow Schmidt Peterson Motorsports da vleniañ an oto N°. 8 e 2020[49].
- D'an 28 a viz Here 2019 Arrow McLaren SP e leuskas James Hinchcliffe da vont ha sinañ kampion 2019 Indy Lights Oliver Askew ha blenier bet Carlin ha kampion 2018 Pato O'Ward evit an eil oto.[14]
- D'ar 15 a viz Du 2019 e tisklêrias Ed Carpenter Racing ne redo ket Spencer Pigot ganto e 2020[50] D'an 20 a viz Du e embannas ECR en doa sinet Rinus VeeKay da redek gant an N°. 21 leun-amzer[51].
- D'an 22 a viz Du 2019 e voe gouezet ne zistroio ket Sébastien Bourdais da redek gant Dale Coyne Racing gant Vasser-Sullivan abalamour d'un ezhomm arc'hant.[52] D'ar memes deiz e lavaras Bourdaos ne redo ket en IndyCar e 200 dre m'en doa sinet evit bleniañ gant JDC-Miller Motorsports er gevezadeg WeatherTech SportsCar 2020[53]. D'an a viz Genver 2020 e embannas ar skipaulh e cheñcho Santino Ferrucci, a vlenie an N°. 19 evit Dale Coyne Racing e 2019, oto evit bleniañ en N°. 18 e lec'h Bourdais.[21]
- D'an 9 a viz Kerzu 2019 e embannas Ed Carpenter Racing e redo Conor Daly ar redadegoù war troiadoù-hent pe kêr en oto N°. 20 sponsorizet gant United States Air Force, dezhañ da vleniañ un tede oto en Indianapolis 500.[27] Erlec'hiañ a raio Ed Jones a vlenio gant Audi Sport Team WRT en DTM e 2020.[54] Daly a redo ivez an holl redadegoù oval all gant Carlin en N°. 59, e-lec'h Max Chilton en doa c'hoant da chom a-sav gant ar redadegoù oval e 2019[55].
- D'an 22 a viz Genver 2020 e voe anvet Charlie Kimball gant A. J. Foyt Enterprises da vleniañ o N°. 4, dezhañ da zistreiñ da vleniañ leun-amzer goude ur bloavezh darn-amzer gant Carlin e 2019.[4]
- D'an 29 a viz Genver 2020 e lavaras Tony Kanaan e vije 2020 e vloavezh diwezhañ evel blenier pennañ en IndyCar. Redek a raio ar c'hwec'h redadeg oval gan an N°. 14 evit A. J. Foyt Enterprises.[5] D'ar 4 a viz C'hwevrer 2020 e voe kadarnaet gant A. J. Foyt Enterprises e vije rannet an N°. 14 en troiadoù-hent pe kêr etre Sébastien Bourdais ha Dalton Kellett. Kellett a redo trede oto ar skipailh en Indianapolis 500 ivez[56].
- D'ar 5 a viz C'hwevrer 2020 e voe embannet gant Team Penske e krogo ar c'hampion en titl e Supercars Scott McLaughlin (a vlein evit ar skipailh Supercars ken-berc'hennet gant Penske) gant ar redadegoù IndyCar er GMR Grand Prix e troiad diabarzh Indianapolis. Hélio Castroneves, en doa bleniet ur pevare oto Penske en div redadeg en Indianapolis e 2018 ha 2019, ne redo an Indianapolis 500 2020 nemetken evit Penske[57] D'ar 27 a viz Meurzh 2020 e voe lavaret ne c'hello ket McLaughlin kregiñ da redek er GMR Grand Prix abalamour ma oa bet daleet ar redadeg. Ne ouezer ket hag-eñ e redo e redadegoù all[58].
- D'an 19 a viz C'hwevrer 2020 e voe embannet gant Andretti Autosport e redo James Hinchcliffe teir redadeg en oto N°. 29 sponsorizet gant Genesys. Redek a raio ar GMR Grand Prix, an Indianapolis 500 hag ar Genesys 300.[10]
- D'ar 25 a viz C'hwevrer 2020 e embannas Fernando Alonso, en doa kemeret perzh en Indianapolis 500 e 2017 hag en doa klasket titlañ en Indianapolis 500 gant McLaren e 2019, e redo gant Arrow McLaren SP en Indianapolis 500 2020.[15]
- D'an 10 a viz Meurzh 2020 e embannas Carlin e raio Felipe Nasr, a red leun-amzer gant Action Express Racing er gevezadeg WeatherTech SportsCar, e zisparti kentañ en IndyCar e St. Petersburg[59].
Deiziadur
kemmañ17 redadeg en deiziadur 2020 a voe embannet da gentañ d'ar 1añ a viz Gwengolo 2019; ne oa nemet ur cheñchamant e-keñver deiziadur an IndyCar Series 2019 gant Pocono o reiñ plas da Richmond Raceway, un troiad ne oa ket bet gwelet abaoe 2009.[60] Abalamour d'ar bedreuziad COVID-19 e voe nullet seizh redadeg (en o zouez ar redadeg-zoubl e Detroit), teir a voe addeiziataet ha teir redadeg a voe lakaet ouzhpenn. Kemmañ a c'hello an deiziadur-se ober c'hoazh dre m'eo cheñch-dicheñch an traoù er mare-mañ.
Cheñchamantoù deiziadur abalamour d'ar bedreuziad COVID-19
kemmañAr bedreuziad COVID-19 e Norzh-Amerika hag ar reolennoù-surentez bet lakaet e plas e-keñver bodañ tud ha labourioù diret o deus bet ul levezon war an abadennoù sport. Daleet e voe ar bloaz en IndyCar da nebeutañ da viz Even 2020 ha nullet e voe meur a redadeg.
D'an 12 a viz Meurzh 2020 e voe embannet e vije redet ar redadeg gentañ, St. Petersburg hep arvesterien gant an implijidi ret nemetken[68] Evelato e voe embannet an deiz war-lerc'h e oa nullet ar redadeg evel holl redadegoù miz Ebrel. Klasket e voe komañs ar bloaz gant redadegoù "Miz Mae" en Indianapolis, ar wezh kentañ abaoe 1957[69].
D'ar 26 a viz Meurzh e voe embannet gant an IndyCar e vije daleet ar GMR Grand Prix hag an Indianapolis 500 d'ar 4 a viz Gouere ha d'an 23 a viz Eost, a hini diwezhañ da vezañ redet d'ar memes dibenn-sizhun hag ar Brickyard 400 en NASCAR, ar wezh kentañ neuze d'an Indianapolis 500 bezañ redet er-maez eus miz Mae. Redadeg Detroit a gomañsje ar bloaz tra ma klasked lakaat redadeg St. Petersburg en deiziadur en-dro[70],[71],[72].
D'ar 6 a viz Ebrel e voe embannet gant an IndyCar e oa nullet Priz Bras Detroit abalamour d'ar c'hraouiañ bet lakaet e plas gant Michigan ha dre ma vije dibosupl deiziata ar redadeg adarre dre ma oa re a zarvoudoù raktreset e Belle Isle[73],[74] Evit kempouezañ abalamour ma oa un tamm re a redadegoù nullet e voe embannet e vije graet div redadeg eus an Iowa 300 ha eus Priz Bras Monterey, kenkoulz ha lakaet ouzhpenn un trede redadeg en Indianapolis Motor Speedway d'an 3 a viz Here, dindan an anv INDYCAR Harvest GP (da vezañ redet war an troiad-hent)[75].
D'ar 7 a viz Mae e voe embannet e komañsje ar bloaz gant un darvoud koñdañset war un deiz en Texas Motor Speedway, diarvesterien[76] Raktreset e oa ar redadeg war 248 tro da zi gentañ, war-dro 600 kilometres (370 miles), met berraet e voa da 200 tro pe, war-dro, 300 miles (480 kilometres). Ouzhpenn d'an dra-se e voe embannet reolennoù pellder sokial e-keñver ar bedreuziad COVID-19 evit implijidi ar skipailhoù ha prenet e vije peadra d'o gwareziñ.[61] D'ar 27 a viz Mae e voe embannet er gelaouenn Racer e vije harzet prantadoù ar bandennoù-rod e-pad ar Genesys 300 da 35 tro, dre ma vije implijet bandennoù-rod nann implijet en DXC Technology 600 2019 a voe implijet d'an dibenn-sizhun redadeg-se[77] N'eo ket ar wezh kentañ e c'hoarvez kement-se dre ma voe lakaet e plas ur reolenn a 30 tro maksimom en drederenn ziwezhañ ar Rainguard Water Sealers 600 2017.[78].
D'an 13 a viz Mae e voe embannet gant an IndyCar e vije dalc'het Priz bras Firestone St. Petersburg evel redadeg ziwezhañ ar bloaz d'ar 25 a viz Here[79].
D'ar 15 a viz Mae e voe embannet gant aozerien Honda Indy Toronto e vije daleet ar redadeg raktreset d'an 12 a viz Gouere abalamour e oa difennet an darvoudoù re vras e Toronto abalamour d'ar c'hurunvirus kenkoulz hag e oa startoc'h beajiñ e Kanada d'ar mare-se[80].
D'ar 21añ a viz Mae e voe embannet gant an IndyCar muioc'h a gemmoù en deiziadur. Dilec'hiet e voe redadeg Road America da viz Gouere hag e voe lakaet da redadeg-zoubl tra ma voe nullet Toronto ha Richmond ez-ofisiel[81].
D'ar 4 a viz Even e voe disklêriet gant an Indianapolis Motor Speedway e vije dalc'het holl zarvoudoù da vare ar GMR Grand Prix diarvesterien[82].
Abadennoù nullet
kemmañDeiziad orin | Anv ar redadeg | Troiad | Kêr | ||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
5 a viz Ebrel | Honda Indy Grand Prix of Alabama | R Barber Motorsports Park | Birmingham, Alabama | ||||
19 a viz Ebrel | Acura Grand Prix of Long Beach | R Streets of Long Beach | Long Beach, California | ||||
26 a viz Ebrel | AutoNation IndyCar Challenge | R Circuit of the Americas | Austin, Texas | ||||
30 a viz Mae | Chevrolet Detroit Grand Prix Presented by Lear Corporation | R The Raceway at Belle Isle Park | Detroit, Michigan | ||||
31 a viz Mae | |||||||
27 a viz Even | Indy Richmond 300 | O Richmond Raceway | Richmond, Virginia | ||||
12 a viz Gouere | Honda Indy Toronto | R Exhibition Place | Toronto, Ontario | ||||
References:[83],[84],[85],[86],[87] |
Disoc'hoù
kemmañN° | Redadeg | Pol | Tro wellañ | Renet ar muiañ a droioù | Trec'hour | Diverradenn | ||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Blenier | Skipailh | Keflusker | ||||||
1 | Texas | Report |
Gwelet ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Ur rookie eo Fernando Alonso en IndyCar Series; met ne vo ket rookie evit an Indianapolis 500 2020 dre m'en doa redet an Indianapolis 500 2017.
- ↑ Felipe Nasr a oa enskrivet dindan an niverenn 31 e redadeg St. Petersburg d'ar 15 a viz Meurzh met daleet e voe ar redadeg.
- ↑ Ben Hanley a oa enskrivet dindan an niverenn 81 e redadeg St. Petersburg d'ar 15 a viz Meurzh met daleet e voe ar redadeg.
- ↑ Dreyer ha Reinbold o doa implijet an niverenn 48 gwezhall met prenet e voe anezhi gant Arrow McLaren SP d'ar 5 a viz Meurzh 2020.
Daveoù
kemmañ- ↑ INDYCAR Announces Plan For Cockpit Protection Innovation. IndyCar.com. IndyCar Series (May 24, 2019). Kavet : May 24, 2019.
- ↑ (en) INDYCAR, IMS Acquired by Penske Corporation
- ↑ (en) Penske Corp. completes acquisition of INDYCAR, IMS and IMS Productions
- ↑ 4,0 ha4,1 (en) Charlie Kimball and Novo Nordisk join A.J. Foyt Racing for the 2020 NTT IndyCar Series Season
- ↑ 5,0 ha5,1 (en) Kanaan looking to sign off on a high note
- ↑ 6,0 6,1 ha6,2 (en) Sebastien Bourdais, rookie Dalton Kellett to join Tony Kanaan in A.J. Foyt Racing's No. 14 car in 2020
- ↑ (en) Zach Veach signs with Andretti Autosport through 2020
- ↑ (en) Rossi and Honda re-sign with Andretti Autosport
- ↑ (en) Andretti Autosport re-signs Ryan Hunter-Reay, DHL
- ↑ 10,0 ha10,1 (en) Andretti Autosport | JAMES HINCHCLIFFE RETURNS TO ANDRETTI AUTOSPORT FOR THREE INDYCAR RACES
- ↑ (en) Herta to join Andretti in fifth Steinbrenner-backed entry in 2020
- ↑ (en) IndyCar: Marco Andretti to return to Andretti Herta Autosport in 2019
- ↑ 13,0 13,1 ha13,2 (en) McLaren returns to IndyCar full-time partnering with Arrow SPM
- ↑ 14,0 14,1 ha14,2 (en) ARROW MCLAREN SP CONFIRMS O'WARD, ASKEW FOR 2020 SEASON
- ↑ 15,0 ha15,1 (en) Arrow McLaren SP and Fernando Alonso join forces for 104th Indianapolis 500
- ↑ (en) #INDYCAR Welcome back, @ConorDaly22! We're excited to announce that Daly will be back w/Carlin in 2020 competing on all ovals except the #Indy500 in the No 59 @GallagherGlobal @TeamChevy w/teammate @MaxChilton already confirmed for all road/street courses &the 500 in the 59!
- ↑ (en) #INDYCAR He's backkkkkk! We're thrilled to announce that @maxchilton is back for his 5th @IndyCar season w/ @GallagherGlobal piloting the No. 59 #GallagherRacing @TeamChevy on all road/street courses in 2020 and the 104th Running of the #Indy500 at @ims! See you soon, @COTA!
- ↑ 18,0 ha18,1 (en) Chip Ganassi Racing to Field Third NTT IndyCar Series Entry with Marcus Ericsson in 2020
- ↑ (en) Dixon to stay with Ganassi for 2019
- ↑ 20,0 ha20,1 (en) Alex Palou joins Dale Coyne Racing with Team Goh for 2020 IndyCar Season
- ↑ 21,0 ha21,1 (en) Ferrucci to Drive No. 18 SealMaster Dale Coyne Racing with Vasser-Sullivan Entry for 2020 NTT IndyCar Season
- ↑ 22,0 ha22,1 (en) DragonSpeed to run six-race IndyCar program in 2020
- ↑ 23,0 ha23,1 (en) DragonSpeed reveals revised plans for IndyCar, IMSA, ELMS
- ↑ 24,0 ha24,1 (en) Dreyer & Reinbold expands IndyCar program for 2020
- ↑ (en) UPDATED: Citrone/Buhl Autosport plan IndyCar return
- ↑ 26,0 ha26,1 (en) Dreyer and Reinbold Racing increasing IndyCar race count: 'We've got a lot to learn'
- ↑ 27,0 27,1 ha27,2 (en) Daly lands ECR road course seat
- ↑ (en) Officieel: Van Kalmthout debuteert volgend jaar in IndyCar
- ↑ (en) Conor Daly's Indy 500 Colors Revealed
- ↑ (en) Meyer Shank goes full-time for 2020 with Andretti alliance
- ↑ (en) RLL closing in on third car
- ↑ (en) Rahal extends contract with RLLR in five-year deal
- ↑ (en) RLLR retains Sato for 2020 IndyCar season
- ↑ (en) Pigot returns with Rahal, Buhl for Indy GP and 500
- ↑ (en) Spencer Pigot lands with Rahal Letterman Lanigan, Citrone/Buhl for two-race month of May deal
- ↑ 36,0 ha36,1 (en) IndyCar: What we know about the 2019 driver lineup
- ↑ (en) Confirmed by @h3lio: he's a go for Indy road course, 500 and will test windscreen at COTA next month.
- ↑ (en) Penske considering McLaughlin for IndyCar races in 2020
- ↑ (en) Penske confirms Indy 500 winner Pagenaud will stay on in 2020
- ↑ (en) New team aims to field IndyCar for Enerson
- ↑ (en) IndyCar: Arrow Schmidt Peterson Motorsports to continue with two full-time cars in 2020
- ↑ (en) Arrow McLaren SP approaches IndyCar with "humility and ambition"
- ↑ (en) Andretti Autosport confirms Herta/HSR deal
- ↑ (en) AutoNation, SiriusXM and Meyer Shank Racing Ready for Full 2020 NTT IndyCar Season
- ↑ (en) DragonSpeed targeting 10 IndyCar races in 2020
- ↑ (en) Hanley, DragonSpeed set for St. Pete race
- ↑ (en) Spencer Pigot to Compete in the GMR Grand Prix and Indy 500 for Rahal Letterman Lanigan Racing With Citrone/Buhl Autosport
- ↑ (en) Carlin's No. 31 Chevy parked for Texas opener
- ↑ (en) Ericsson confirmed for third Ganassi IndyCar in 2020
- ↑ (en) Pigot loses his ride with Ed Carpenter Racing
- ↑ (en) VeeKay confirmed at ECR
- ↑ (en) Bourdais out at Coyne
- ↑ (en) Barbosa, Bourdais to Drive JDC-Miller Cadillac DPi
- ↑ (en) WRT Audi adds IndyCar racer to all-new DTM line-up
- ↑ (en) Conor Daly to run four races for Carlin in expansion to full season
- ↑ (en) Bourdais, Kellett complete Foyt driver lineup
- ↑ (en) Supercars star McLaughlin set for Indy GP with Penske
- ↑ (en) Fryer, Jenna [@JennaFryer] (March 27, 2020). Just talked to Roger Penske, one tidbit of the conversation: @smclaughlin93 will no longer make his #IndyCar debut on IMS road course due to disrupted schedule. Not enough practice time, too hectic of a weekend. But, catch him tomorrow virtually race virtual Watkins Glen!.
- ↑ (en) Nasr completes Carlin IndyCar line-up for St Petersburg
- ↑ (en) IndyCar 2020: Richmond part of 17-race schedule
- ↑ 61,0 ha61,1 NTT IndyCar Series Season Kicks Off June 6 at Texas Motor Speedway
- ↑ (en) Texas' INDYCAR race adds Genesys sponsorship
- ↑ (en) Indianapolis Motor Speedway road race lands title sponsor
- ↑ Toronto notes: Honda Canada extends sponsorship through 2020
- ↑ (en) DOUBLEHEADERS AT IOWA, LAGUNA SECA, THIRD EVENT AT IMS HIGHLIGHT UPDATED INDYCAR CALENDAR
- ↑ Race Schedule
- ↑ (en) IndyCar schedule: Road America moves, adds doubleheader with loss of Richmond, Toronto
- ↑ (en) IndyCar St Pete to run behind closed doors; condensed schedule
- ↑ (en) IndyCar cancels opener, races through April
- ↑ (en) Indy road course set for July 4 NASCAR-IndyCar doubleheader
- ↑ (en) Could Tony Stewart attempt four races during the Brickyard weekend? 'Get me the good rides'
- ↑ (en) IndyCar calendar undergoes massive overhaul in response to coronavirus
- ↑ (en) Michigan Gov. Gretchen Whitmer extends coronavirus stay-at-home order through April 30
- ↑ (en) Detroit Grand Prix had no choice but to cancel in 2020. Here's why
- ↑ (en) IndyCar's latest schedule change: three races added, including one at IMS; Detroit canceled
- ↑ (en) Ryan, Nate (May 7, 2020). "IndyCar will open 2020 season at Texas without fans in one-day event", Motorsports on NBC, NBC Sports. Retrieved on May 8, 2020.
- ↑ (en) Tire stint limit implemented for IndyCar's Texas return
- ↑ (en) Teams unhappy with IndyCar's competition cautions at Texas
- ↑ (en) Firestone Grand Prix of St. Petersburg set for Oct. 25 as 2020 INDYCAR season finale
- ↑ (en) Toronto City cancellations prompt IndyCar race postponement
- ↑ (en) INDYCAR Announces Updated 2020 Series Schedule
- ↑ (en) COVID-19 Response Update
- ↑ (en) Official Statement From INDYCAR
- ↑ (en) "2020: Latest Schedule Updates", IndyCar Series, Brickyard Trademarks, Inc.. Retrieved on March 18, 2020. "The Grand Prix Association of Long Beach today announced that it will not be able to conduct the 2020 Acura Grand Prix of Long Beach at a date later in the year."
- ↑ (en) DOUBLEHEADERS AT IOWA, LAGUNA SECA, THIRD EVENT AT IMS HIGHLIGHT UPDATED INDYCAR CALENDAR
- ↑ (en) Toronto City cancellations prompt IndyCar race postponement
- ↑ (en) IndyCar schedule: Road America moves, adds doubleheader with loss of Richmond, Toronto
Liammoù diavaez
kemmañ
|
|