Implijer:Llydawr/Keleier ar Wiki

Keleier hor Wikipedia

kemmañ

* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek, hogen goustatoc’h abaoe ur pennad. Emañ hon holloueziadur o vont da dizhout an niver a 37 000 pennad e miz Meurzh moarvat. Emaomp bremañ er 57vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv ar serbo-kroateg hag a-raok ar piemonteg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp atav en 68vet plas [1]). Derc’hel a reomp d’hor renk eta. Met pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp.

* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.

* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat.

* E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, savet tamm-ha-tamm gant un nebeud tud evel Implijer:VIGNERON pe Implijer:Gwendal. Gourc’hemennoù dezho !