Yann Ber Montreer
Trugarez dit evit da degemer.
Troet am eus kalz a draoù abaoe tost da 20 bloaz evit Diwan, dreistholl levrioù skiantoù fizikel, ha prientiñ arnodennoù ivez.
Ezel on eus Kreizenn Ar Geriaouiñ, an aozadur diabarzh Diwan a ra war-dro an derminologiezh skiantel hag an troidigezhioù.
KAG zo enni ispisialisted war an danvezioù studiet (medisined, ijinourien, kelennerien kentañ derez, eil derez ha Skol-Veur).
Ur geriadur a 35000 ger war dachenn ar skiantoù rik hag an teknikoù (matematik, fizik, astronomiezh, biologiezh, biokimiezh, geofizik, geologiezh, kompoderezh, teknologiezh, ...) zo war ar stern ganeomp.
Graet am eus studioù fizik ha kompoderezh. Ijinour en telekom on dre va micher.
Reiñ a ran ivez un nebeut kentelioù war an derminologiezh skiantel e brezhoneg e Skol-Veur Roazon er Master divyezhek.
Evit treiñ moteur e reomp gant motor, evel kinniget barzh geriaoueg Diwan war ar fizik bet embannet en 1994. Keflusk a dalvez agitation, kefluskañ agiter ha diwar se keflusker a zegouezh evit treiñ agitateur (magnétique, ...), ur benveg implijet e kimiezh.
Poellad a vez implijet e Diwan abaoe 15 bloaz : emañ barzh geriaoueg Diwan war ar c'hompoderezh (pe urzhiataerezh) bet embannet en 1991.
Evit komañs e kendalc'hin gant lodennoù ha periferelloù all ar c'hompoder.
A galon.
Plijet on pa welan un den ken desket war an derminologiezh skiantel deuet evit hon harpañ. Implij a ran geriaouegoù Diwan evit ar skiantoù ha ne oa ket bet gwelet ganit ar ger motor ha koulskoude emañ geriaoueg ar fizik em c'herz. Me zo prest da vont war da heul. Koulskoude n'eo ket aes divizout pa weler un nebeut a diforch'ioù etre KGD ha Geriadur brezhonek an Here (kompoder/urzhiataer, geografiez/douaroniezh hag un nebeut a gerioù all). Ul labour ramzel a vo da seveniñ evit sevel ur sistem penngerioù (rummadoù) a-blom evit ar chompoderezh/urzhiataerezh koulz hag evit ar c'helennoù all. Ch. Rogel 22:31, 15 May 2005 (UTC)
Ur gerig all : er pennad war ar mikroprosesor e welan kompozantoù ha programm pa 'z eus bet dibabet er geriaoueg KAG fizik 94 kompozennoù ha program. Ha ne vije ket gwelloc'h ar stummoù-se? Ch. Rogel 22:54, 16 May 2005 (UTC)
Respont
Kroget oa labour geriaouiñ Diwan abaoe tost da 10 vloaz pa eo bet embannet geriadur an Here. Roet hon doa hon ali war o choazioù gerioù met n'eo ket bet dalc'het kont dioute. Gwelloc'h oa da skipailh an Here heuliañ Preder.
Evidomp hon doa diazezet hon labour war un nebeut priñsipoù simpl :
implij ar gerioù etreyezhel pa z'eus anezhe (gerioù kavet e teir diwar beder yezh referañs evit ar skiantoù : galleg, saozneg, alamaneg ha rusianeg) ; ouzhpenn-se e sellomp ivez ouzh ar pezh zo bet graet e kembraeg ; dre se hon eus degemeret gerioù evel biologiezh e-lec'h bevoniezh, astronomiezh e-lec'h steredoniezh, teorienn, ...)
doujañ ouzh ar yezh istorel, ouzh ar gerioù deuet da vezañ trec'h a-hed ar c'hantvedoù : da skouer implij ar ger spas a gaver er yezh abaoe ouzhpenn mil bloaz (Catholicon, Nomenclator, ...) e-lec'h ar ger ijinet nevez'zo egor, implij ar gerioù medesin, medisinerezh e-lec'h mezeg, mezegiezh peogwir ec'h eo ar re gentañ a vez implijet gant ar vrezhonegerien a-vihanik, ...
implij pinvidigezhioù yezh ar bobl a-fed ar micherioù hengounel e Breizh : labour-douar, pesketaerezh, ...
krouiñ neolojismoù diazezet war gerioù implijet pa z'eus ezhomm.
N’am eus ket soñj perak eo bet cheñchet skritur ar ger program e programm : da adwelet
Evit pezh a sell ar ger motor emañ e pajenn 119 ar c'heriaoueg fizik bet embannet e 1994.
Degemeret hon eus an daou c’her kompoder hag urzhiataer.
Cheñchet hon eus kompozenn e komponant. Ur fazi am eus graet : lakaat a rin komponant eta.
A galon.