Impossible n'est pas français

Impossible n'est pas français zo ur frazenn c'hallek lakaet war gont Napoleone Buonaparte pa oa impalaer gall (1804-1815), hag a vije bet lavaret dirak tri zest da nebeutañ[1].

Lavaret e vije bet gantañ e miz Du 1808 e Spagn, en Emgann Somosierra, er sierra Guadarrama. D'ar c'houlz-se edo Napoleone war e hent da vont da gemer kêr Madrid da vare Brezel dieubidigezh Spagn. Erru e oa an arme c'hall e-harz ode Somosierra, gwall strizh, er sierra de Guadarrama. Eno e oa peder baterienn kanolioù war an uhel, ha tennerien kuzhet.

Brudet e voe an droienn gant Honoré de Balzac a embannas e 1838 Maximes et pensées de Napoléon.

Notennoù

kemmañ