Sierra de Guadarrama

Ar Sierra de Guadarrama zo un aradennad menezioù eus Spagn, etre Segovia ha Madrid.

Kartenn eus Spagn, hag a ziskouez pelec'h emañ ar Sierra de Guadarrama
Menez Peñalara eo menez uhelañ ar Sierra de Guadarrama

En em astenn a ra a-hed un 80 km bennak hag un harz eo etre uhelgompezenn an norzh ha hini ar su hag a ya d'ober ar Meseta Central e-kreiz Spagn.

Un harz naturel eo ivez etre diazad doureier an Tajo, er c'hreisteiz, ha hini an Duero, en hanternoz.

Menez Peñalara eo ar menez uhelañ er Sierra de Guadarrama, gant 2 430 metr uhelder.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.