Index Librorum Prohibitorum

Index Librorum Prohibitorum (pe Index al levrioù berzet) pe c'hoazh Index expurgatorius, Index librorum prohibitorum juxta exemplar romanum jussu sanctissimi domini nostri, eo anv al levr ma veze skrivet anvioù al levrioù berzet d'ar gristenien gant an Iliz katolik roman, evit mirout na vije lennet levrioù digristen ha difeiz pe kontrol d'ar vuhezegezh vat.

Index Librorum Prohibitorum, 1564.

N'eus ket eus an Index en un doare ofisiel abaoe ar 14 a viz Mezheven 1966, dindan ar pab Paol VI, goude sened-iliz Vatikan II .

Adalek 1559 betek 1948

kemmañ

Ar c'hentañ Index roman a voe embannet gant ar pab Paol IV en 1559, war c'houlenn an Inkizision, ha kadarnaet en 1564. E 1571 e voe savet Kenbodad a Index. Nevesaet e veze an Index betek 1948, dre ouzhpennañ, pe gant ar C'henbodad pe gant ar pab e-unan.