Ingvar Kamprad
Feodor Ingvar Kamprad, ganet d'an 30 a viz Meurzh 1926 hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Genver 2018, a oa ur penn-embregerezh svedat. Gantañ e oa bet krouet an embregerezh arrebeuri IKEA, un embregerezh treuzvroadel a werzh arrebeuri ha traoù a bep seurt evit an ti. Bevet en devoa e Suis etre 1976 ha 2014.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Sveden |
Anv e yezh-vamm an den | Ingvar Kamprad |
Anv-bihan | Ingvar, Feodor |
Anv-familh | Kamprad |
Deiziad ganedigezh | 30 Meu 1926 |
Lec'h ganedigezh | Pjätteryd |
Deiziad ar marv | 27 Gen 2018 |
Lec'h ar marv | Liatorp |
Doare mervel | abeg naturel |
Tad | Franz Feodor Kamprad |
Mamm | Berta Linnéa Matilda Kamprad |
Pried | Kerstin Wadling, Margaretha Stennert |
Bugel | Annika Kihlbom, Peter Kamprad, Jonas Kamprad, Mathias Kamprad |
Yezh vamm | svedeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, svedeg, saozneg |
Micher | den a aferioù, embreger |
Tachenn labour | furniture industry |
Lec'h annez | Epalinges |
Emezelet ouzh | Ikea |
Strollad politikel | New Swedish Movement |
Lifestyle | frugality |
Relijion | kristeniezh |
Kleñved | dyslexia |
Prizioù resevet | International Swede of the Year, Global Economy Prize, Knight 1st class of the Order of Vasa, Order of Friendship, honorary doctorate of Lund University |
E vuhez
kemmañKlañv e oa bet gant e zoug d'ar boeson.
E varv
kemmañMarvet e oa Kamprad en e gousk gant an danijenn skevent en e di e Småland, Sveden, d'ar 27 a viz Genver 2018. Oadet e oa a 91 vloaz.
Tabutoù
kemmañMeneget ez eus bet gant kazetennerien e oa bet Ingvar Kamprad un nazi e-pad e yaouankiz evezhiet gant servijoù surentez Sveden. Chomet e oa kamalad gant Per Engdahl, ur penn strollad nazi svedat d'an nebeutañ betek fin ar bloavezhioù 1950. Nac'het e oa bet gant Kamprad e penn kentañ met war-lerc'h an trouz tro-dro d'an afer-se e rankas embann e zigarezioù da implijidi an embregerezh. E-pad un atersadenn e 2010 gant Elisabeth Åsbrink, Kamprad en devoa embannet "Per Engdahl zo un den dibar, ha kenderc'hel a rin d'e embann betek fin ma buhez".
Hervez un nebeud kazetennerien e voe krouet an embregerezh IKEA gant arc'hant an nazied e-fin an Eil Brezel-bed.