Inis Gluaire (Inishglora e saozneg[1]) zo un enezenn eus Iwerzhon, war aod kontelezh Maigh Eo. Emañ war aod gourenez An Muirthead, e gwalarn ar gontelezh.

Puñs sant Brendan

Abaoe deroù an XXvet kantved eo didud an enezenn, met rivinoù e-leizh a ziskouez e oa annezet gwechall. Dismantroù teir iliz a weler c'hoazh : Teampall na bhFear (iliz ar baotred), Teampall na mBan (iliz ar merc'hed) hag iliz Sant Brendan, an hini goshañ. Relegoù zo ivez eus laboù mein hag a roe bod da venec'h ; unan anezho a roe bod, a lavarer, da sant Brendan. E-kichen ez eus ivez ur puñs, anvet Tobar Bréanainn (puñs Sant Brendan).

Notennoù kemmañ